De Otter

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
De Otter e 2007

De Otter a zo ur veilh koad lec'hiet en Amsterdam, e karter Westerpark. Meilh diwezhañ un hollad meilhoù koad bet savet etre ar XVIIvet ha dibenn an XIXvet kantved e kornôg Singelgracht, hag a oa bevenn ar gêr d'ar mare-se, eo. De Otter a voe savet e 1631 hag ar skouer goshañ eus a re anvet Paltrokmolen eo. Hiziv an deiz ne chom nemet pemp anezho en Izelvroioù, ar peder meilh all evel-se a gaver e Haarlem, Zaandam, Zaanse Schans hag Arnhem.

D'ar mare ma voe savet e oa lec'hiet mat-tre : kalz avel a oa e diavaez kêr Amsterdam, ha ne oa ket pell diouzh an hentoù a veze implijet da gas koad. Pa greskas ar gêr e cheñchas an traoù : kalz nebeutoc'h a avel a oa. Kempennet e voe ar savadur e 1996 ha raktreset e oa kas anezhañ da Uitgeest. Ne savas ket a-du an dud e-karg eus arondisamant Westerpark. Dirak ul lez-varn e voe kaset an afer neuze : d'an 23 a viz Eost 2006 e voe divizet e chomfe ar veilh war dachenn Amsterdam. Ar miliner, Paul Rijkers e anv, a guitaas ar veilh hag a zo chomet disimplij dibaoe ar mare-se.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • De Otter war Nederlandse molendatabase (nedrlandeg)