David Dacko
David Dacko (24 a viz Meurzh 1930 - 20 a viz Du 2003) a oa ur politikour eus ar Republik Kreizafrikan, bet prezidant kentañ ar vro.
Skolaer e oa Dacko a-raok mont da gannad e 1957. Goude marv e genderv, Barthélemy Boganda, e 1959, en em gavas e penn Republik Kreizafrika ha d'ar 14 a viz Eost 1960 ec'h eas da brezidant kentañ ar Stad nevez. D'an 31 a viz Kerzu 1965 e voe distroadet gant Jean-Bédel Bokassa. Daoust da se e voe kuzulier personel Bokassa er bloavezhioù 1970. Pa voe skarzhet an diktatour gant ar C'hallaoued e miz Gwengolo 1979 e voe lakaet Dacko e penn ar Stad en-dro. Trec'h e voe en dilennadeg aozet e miz C'hwevrer 1981 a-enep Ange-Félix Patassé. Distroadet e voe adarre d'ar 1añ a viz Gwengolo 1981 gant André Kolingba. En aner e lakaas e anv e dilennadegoù prezidantel 1992 ha 1993. Mervel a reas en ospital e Yaoundé e 2003.
Pennoù-Stad Kreizafrika |
|||
---|---|---|---|
|