André Kolingba
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Republik Kreizafrikan |
| Anv e yezh-vamm an den | André Dieudonné Kolingba |
| Anv ganedigezh | André-Dieudonné Kolingba |
| Anv-bihan | André, Dieudonné |
| Anv-familh | Kolingba |
| Deiziad ganedigezh | 12 Eost 1936 |
| Lec'h ganedigezh | Bangui |
| Deiziad ar marv | 7 C'hwevrer 2010 |
| Lec'h ar marv | 5vet arondisamant Pariz |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | prostate cancer |
| Bugel | Desire Kolingba |
| Kar | Anatole Koué |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, sangoeg |
| Micher | diplomat, milour, politiker |
| Karg | ambassador of the Central African Republic to Canada, President of the Central African Republic |
| Strollad politikel | African Democratic Rally |
| Strollad etnek | Yakoma people |
| Relijion pe kredenn | Katoligiezh |
| Prizioù resevet | Ordre du Mérite centrafricain, Order of recognition |
André Kolingba (12 a viz Eost 1936 - 7 a viz C'hwevrer 2010) a oa ur soudard hag ur politikour eus ar Republik Kreizafrikan, bet prezidant ar vro.
Stummet e voe e Brazzaville hag e Bro-C'hall a-raok bezañ kannadour ha ministr e fin ar bloavezhioù 1970. E miz Gwengolo 1981 e tistroadas David Dacko hag en doa lakaet anezhañ e penn an arme un nebeud mizioù a-raok. Lakaat a reas un diktatouriezh soudardel e plas ha n'eo nemet goude manifestadegoù er vro e 1991 ma'z asantas d'al liesstrolladegezh. Un dilennadeg a voe aozet e 1993 ha Kolingba a'n em gavas er pevare plas. Asantiñ a reas d'an disoc'h ha leuskel ar garg a brezidant da Ange-Félix Patassé.
Klask a reas adkemer ar galloud dre un taol-nerzh e 2001. Kazeg a reas ha ret e voe dezhañ mont da gavout repu da Ouganda. Distreiñ a reas d'e vro e 2003 pa voe distroadet Patassé gant François Bozizé. Marvet eo gant ur c'hrign-bev e 2010 e Pariz.
Pennoù-Stad Kreizafrika |
|||
|---|---|---|---|
|
|||