David Copperfield (sigoter)
David Seth Kotkin, ganet d'ar 16 a viz Gwengolo 1956, brudet dre e anv micherel David Copperfield, zo un sigoter stadunanat diskrivet gant Forbes evel an hudour en deus rastellet ar muiañ a arc'hant en istor.
Abadenn ispisial skinwel Copperfield en doa bet gounezet 21 Emmy Award evit un hollad 38 kinnig. Gant David Copperfield e vez kemmesket un istor kontet gant troioù hud touell. E-pad 40 vloaz e vuhez vicherel en deus tapet 11 Guinness World Rekord, ur steredenn war an Hollywood Walk of Fame, ur vedalenn a varc'heg en Urzh an Arzoù hag al Lizheroù gant gouarnamant Bro-C'hall. Anvet eo bet da Living Legend gant levraoueg Kendalc'h Stadoù-Unanet Amerika.

Steredenn David Copperfield e Hollywood.