Daption capense
Neuz
| |||
---|---|---|---|
Daption capense.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Procellariiformes | ||
Kerentiad : | Procellariidae | ||
Genad : | Daption | ||
Anv skiantel | |||
Daption capense (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Daption capense[1],[2] a zo ur spesad evned-mor eus kerentiad ar Procellariidae.
Graet e voe Procellaria capensis anezhañ da gentañ-penn pa voe deskrivet gant Carl von Linné e 1758[3].
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E galleg e vez graet "Damier du Cap" (Damer ar C'hab) eus al labous en abeg d'e bluñv gwenn ha du arouezius ken ez int.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra diwar grill dreist-holl, met ivez diwar besked ha gagnoù zoken. Kustumiñ a ra heuliañ ar bigi pesketa evit adtapout an dilerc'hioù bet stlapet er mor diwar o bourzh.
Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al labous a vev an daou isspesad anezhañ — Daption capense australe ha Daption capense capense — en hantervoul su[4].
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
- ↑ Kinniget en devoa Divi gKervella Tort ar C'hap er pennad Un distro war anvioù laboused Europa (1), hor YEZH, niv. 286, Mezheven 2016, pajenn 13 ; degemeret e oa bet gant TermOfis Ofis publik ar brezhoneg (Tort ar C'hap | m. | Torted ar C'hap | Damier du Cap | Daption capense (étudié)).
- ↑ AnimalBase.
- ↑ Daption capense war al lec'hienn Avibase.
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: