Daniel Le Flanchec

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Daniel Le Flanchec, ganet e Tredraezh e Treger, e 1881, a zo bet anarkour a-raok bout komunour ha dilennet da vaer Douarnenez e miz Here 1924. E 1936 e kuitaas ar Strollad Komunour ha tostaat a reas ur pennadig da gostezenn Jacques Doriot. Chom a reas e penn an ti-kêr betek 1940 ; neuze e voe torret diouzh e garg gant an Alamaned. Diskleriet e voe d'an Alamaned gant e vestrez, kaset da gamp-bac'h Buchenwald, ha lazhet eno gant komunourien marteze d'an 11 a viz Meurzh 1944.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]