Daniel Ivernel
Daniel Ivernel, bet ganet Jacques Émile Julien Ivernel d'an 3 a viz Mezheven 1918[1] e Versailhez (Seine-et-Oise d'ar mare-se, Bro-C'hall) hag aet da Anaon d'an 11 a viz Du 1999 e Pariz XV (Bro-C'hall), a oa un aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) gall.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bet ganet en ur familh a genwerzhourien e voe desavet ar paotrig gant e vamm-gozh e Chaumont-en-Vexin (Oise). Eno eo ec'h arvestas ouzh Les Cloches de Corneville c'hoariet gant ur strollad aktourien c'hoariva red. Bamet-tre gant an abadenn-se e reas e vennozh mont da gomedian, eñ ivez.
Studiañ a reas e Skol-c'hoariva vroadel Pariz ha kregiñ gant e vicher e Théâtre des Mathurins, kent mont da ezel eus an Théâtre national populaire. E-pad ur prantad berr (miz Gwengolo-miz Kerzu 1947) e voe degemeret er gComédie-Frañçaise (distreiñ a reas di e-pad ur prantad ken berr all e miz C'hwevrer 1961).
Ar filmaozer gall Louis Cuny an hini eo a roas e gentañ roll dezhañ er sinema e 1946. Ne voe ken niverus-se ar filmoù sinema a gemeras perzh enne koulskoude. E 1953 e timezas d'an aktourez c'hall Christiane Lasquin (1929-1988). Dont a reas poan-spered dezhañ war-lerc'h marv e wreg ha dre na gave fred ebet. Ma klaskas en em lazhañ en e ranndi e karter Montmartre : tremen a reas en ospital.
E bezhioù-c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War al lec'hienn Les Archives du Spectacle.
E filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1940-1949 : pemp film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1947 :
- Le Beau Voyage, sevenet gant Louis Cuny,
- Brigade criminelle gant Gilbert Gil.
- 1948 : Aux yeux du souvenir gant Jean Delannoy.
- 1949 :
- Manon gant Henri-Georges Clouzot,
- Le Sorcier du ciel gant Marcel Blistène.
1950-1959 : naontek film (pevar warn-ugent en holl)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1950 :
- La Souricière, sevenet gant Henri Calef,
- Plus de vacances pour le Bon Dieu gant Robert Vernay,
- Dieu a besoin des hommes gant Jean Delannoy (eil film a-gevret).
- 1951 :
- La Passante gant Henri Calef (eil film a-gevret),
- Sous le ciel de Paris gant Julien Duvivier.
- 1952 :
- Le Banquet des fraudeurs gant Henri Storck,
- Rayés des vivants gant Maurice Cloche
- La Fête à Henriette gant Julien Duvivier (eil film a-gevret).
- 1954 :
- Le Comte de Monte-Cristo gant Robert Vernay (eil film a-gevret),
- Destinées er rann Jeanne gant Jean Delannoy (trede film a-gevret),
- Ulisse gant Mario Camerini,
- Madame du Barry gant Christian-Jaque,
- La neige était sale gant Luis Saslavsky,
- Paris, e vouezh er film berr gant Henri Calef (trede film a-gevret).
- 1955 : Napoléon gant Sacha Guitry.
- 1957 : SOS Noronha gant Georges Rouquier.
- 1958 : La mer et les jours, e vouezh er film berr gant Alain Kaminker ha Raymond Vogel.
- 1959 :
- La Femme et le Pantin gant Julien Duvivier (trede film a-gevret),
- Marie-Octobre gant Julien Duvivier (pevare film a-gevret).
1960-1969 : unnek film (pemp ha tregont en holl)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1960 : La Pendule à Salomon, sevenet gant Vicky Ivernel (breur Daniel Ivernel).
- 1961 :
- 1962 :
- La Ligne droite gant Jacques Gaillard,
- Les Dimanches de Ville d'Avray gant Serge Bourguignon,
- Mandrin, bandit gentilhomme gant Jean-Paul Le Chanois (eil film a-gevret).
- 1964 :
- 1966 :
- 1967 : Mise à sac gant Alain Cavalier.
1970-1979 : daouzek film (seizh ha daou-ugent en holl)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1970 : Borsalino, sevenet gant Jacques Deray (eil film a-gevret).
- 1971 : Le Saut de l'ange gant Yves Boisset.
- 1972 :
- Il était une fois un flic gant Georges Lautner,
- Docteur Popaul gant Claude Chabrol,
- L'Attentat gant Yves Boisset (eil film a-gevret),
- Jean Vilar, une belle vie gant Jacques Rutman (teulfilm).
- 1973 : L'Affaire Dominici gant Claude Bernard-Aubert.
- 1974 :
- Les Gaspards gant Pierre Tchernia,
- Borsalino & Co gant Jacques Deray (trede film a-gevret).
- 1975 : Il faut vivre dangereusement gant Nelly Kaplan ha Claude Makovski.
- 1976 : Le Corps de mon Ennemi gant Henri Verneuil.
- 1977 : Le Juge Fayard dit Le Shériff gant Yves Boisset (trede film a-gevret).