Dandadan

Eus Wikipedia
Dandadan
heuliad manga
Titlダンダダン Kemmañ
Labour da-heulDandadan Kemmañ
Ti-embannJump Comics Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvjapaneg Kemmañ
Deiziad embann6 Ebr 2021 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://shonenjumpplus.com/episode/3269632237310729754, https://www.viz.com/shonenjump/chapters/dandadan Kemmañ
Embannet eShōnen Jump+ Kemmañ
Arvesterien palShōnen Kemmañ

Dandadan (ダンダダン) zo ur manga japanat skrivet ha treset gant Yukinobu Tatsu. Kroget eo bet an embann dre an aplikadur Shōnen Jump+ hag al lec'hienn internet Shueisha abaoe Ebrel 2021. Goude-se eo bet embannet e stumm tankōbon. Ur stirad tresadennoù-bev japanat produet gant Science Saru a vo embannet e miz Here 2024.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Momo Ayase zo ul liseadez a gred en tasmantoù met ket er boudoù maez douarel, padal en he c'hlas emañ Okarun hag a gred ar c'hontrol mik. An daou zo o vont da lakaat klaoustre evit gouzout gant piv emañ ar wirionez. Pep hini zo o vont diouzh e du da welet ul lec'h sañset bezañ satanazet evit Okarun ha sañset ul lec'h skrapadenn gant boudoù maez douarel evit Ayase. Pep hini a erru el lec'h choazet ha pep hini a gompren ez eus eus an tasmantoù kement ha boudoù arallved.

Degemer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Du 2023, ar manga Dandadan a oa bet gwerzhet 3,2 milion a gopiennoù anezhañ hag ouzhpenn 360 milion a weladenn a oa bet eus outañ war ar savenn Shōnen Jump+.