Mont d’an endalc’had

Danae (Artemisia Gentileschi)

Eus Wikipedia
Danae
Artemisia Gentileschi, war-dro 1612
Eoullivadur war gouevr
40,5 × 52,5 cm
Saint Louis Art Museum
Saint Louis (Missouri)
Stadoù-Unanet

Danae zo un eoullivadur war gouevr a oa bet graet, hervez a soñjer, gant an arzourez italian Artemisia Gentileschi e 1612, hag a zo dalc'het gant ar Saint Louis Art Museum, e St. Louis (Missouri) er Stadoù-Unanet.

Kaozioù hir zo bet da c'houzout ha diwar zorn an tad Orazio Gentileschi pe hini e verc'h Artemisia Gentileschi e oa an oberenn. Lod a gred e tle bezañ an tad abalamour ma'z eo heñvel-rik, hogen bihanoc'h, Danae an daolenn ouzh ar Gleopatra a weler en un oberenn gant Orazio a zo en dastumad Amedeo Morandotti e Milano.
Daoust da se e kav d'an arzvarnourien eo bet livet an daolenn gant Artemisia, war-dro 1612, ha hi en he 19 vloaz eta, pa laboure e stal he zad, ha pa oa peuzheñvel he doare ouzh hini he zad.