Damião de Odemira
Neuz
Damião de Odemira, anavezet ivez dindan ar stumm italianek Damiano, a zo bet ganet en Odemira (Portugal) er XVvet kantved ha marvet er XVIvet kantved.
Apotikaer portugalat, c'hoarier ha skrivagner echedoù. E studiadenn bet skrivet en italianeg hag e spagnoleg (Tratado de Xadrez e portugaleg; "Questo libro e da imparare giocare a scachi: Et de belitissimi Partiti"), embannet e Roma e 1512, a roas e vrud dezhañ. Ret oa bet dezhañ tec'hout kuit du-hont pa voe skarzhet ar yuzevion eus Portugal dindan ren Manuel Iañ.
Ar C'haradenn Damiano
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anvet eo bet ar c'haradenn-mañ diwar Damiano, daoust dezhañ bout lâret splann ne vez ket un dra vat c'hoari "f 6".
1. e4 e5
2. Mf3 f6
3. Mxe5
Oberenn skrivet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Damião de Odemira, Tratado de Xadrez, "Questo libro e da imparare giocare a scachi: Et de belitissimi Partiti", Roma, 1512.