Dakoit
Neuz
An dakoitoù (en hindeg डकैत, en ourdoueg ڈکیت, ḍakait, pe e benglaeg ডাকাত ḍakat, "torfedour armet") zo, en India, bandennadoù torfedourien, ha-int peizanted dizouar pe tud maez-kasta peurliesañ. A-wechoù e tagont an trenioù pe ar veajourien e-bourzh ototioù, ha kas a reont emgannoù a-enep d'ar polis pe d'an arme. Ar bras anezhe a gaver e rannvro ar stêr Shambal, a zo etre stadoù ar Rajasthan, ar Madhya Pradesh hag an Uttar Pradesh. War-zisgresk int bet abaoe deroù ar bloavezhioù 2000[1].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) The Himalayas of India, Encyclopaedia Britannica (lennet d'ar 05/01/2025)