Daizong

Eus Wikipedia

Impalaer Daizong (sinaeg 唐代宗) (9 a viz genver 727 - 23 a viz mae 779), Li Yu (李豫) e anv personel a oa un impalaer eus an Dierniezh Tang.

Env a oa mab koshañ an impalaer Suzong, an impalaer a rene Sina e-pad emsavadeg Anshi, e stourmas asambles gant an Ouygoured da adaloubiń ar gêrbenn Chang'an ha kêrbenn ar reter Luoyang a oa dalc'het gant stad Yan. Faezhet a voe an emsavadeg e derou ren Daizong met divarrek e voe da virout pennou-brezel evel Tian Chengsi, Li Baochen ha Liang Chongyi da sevel rouantelezhioù hogozik dizalc'h war dachenn an impelaeriezh. Koll a reas kornôg ar vro ivez, goude ma oa bet aloubet gant Tibet