Mont d’an endalc’had

Dairbhre

Eus Wikipedia
Sede pelec'h emañ enez Dairbhre en Iwerzhon
An douar-bras gwelet eus enez Dairbhre

Dairbhre (hervez an iwerzhoneg) pe Valentia Island (hervez ar saozneg) zo un enezennig e mervent Iwerzhon, dirak ledenez Uíbh Ráthach e kontelezh Ciarraí. Liammet eo ouzh an douar-bras war-bouez ur pont, ha bigi a ya ivez eus an douar-bras d’an enezenn. Annezet eo Dairbhre gant 650 den, o chom war un tamm douar 11 km hed ha 3 km led.

Brudet eo enez Dairbhre evel al lec’h glepañ zo en Iwerzhon. Klouar-kenañ e vez an amzer enni, ken na vez ket rev gwech ebet er goañv. Gant se e oa bet savet enni ul liorzh dam-drovanel er bloavezhioù 1830, gant un aotrou Peter George Fitzgerald, hag enni e kresk spesadoù plant eus an hantervoullzouar su na gaver ket dindan an amzer e lec’h all ebet en Iwerzhon (Cyatheales pe raden-gwez, da skouer). Digor e vez al liorzh-se d’ar weladennerien.

E Dairbhre e oa bet staliet penn reter ar fun gentañ a voe implijet da gas pellskridoù a-dreuz ar Meurvor Atlantel, etre Europa hag Amerika. Graet e voe ar gasadenn gentañ e 1866, etre Faill an Amaráin (Foilhommerum Bay), en enez Dairbhre, ha Heart's Content, en Douar-Nevez. Implijet e voe ar fun-se da gas pellskridoù betek 1966.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]