Dañvad
Neuz
| |||
---|---|---|---|
Ovis aries
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Artiodactyla | ||
Kerentiad : | Bovidae | ||
Iskerentiad : | Caprinae | ||
Genad : | Ovis | ||
Anv skiantel | |||
Ovis aries Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ur bronneg daskirier doñv eus ar c'herentiad Bovidae, anv spesad Ovis aries eo an dañvad (liester : deñved). M'eo dañvad anv boutin ar spesad eo maout anv ar par, dañvadez anv ar barez hag oan anv an hini bihan. Maget e vez an deñved evit o c'hreoñv a zo graet gant gloan, evit o c'hig hag evit laezh an dañvadezed implijet evit fardañ meur a seurt fourmaj.
Orin ar ger
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus ur ger predenek martezeüs *damatos e teu dañvad. Savet e oa bet war ur wrizienn indezeuropek a dalvez « doñvaat » hag a gaver ivez er c'hembraeg dafad, er c'herneveureg davas.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]