Mont d’an endalc’had

D'Eon

Eus Wikipedia
Ar marc'heg d'Eon
Ar marc'heg d'Eon

Charles Geneviève Louis Auguste, marc’heg d’Eon, zo bet ganet e Tonnerre e 1728.

Goude studioù er skolaj Mazarin e Pariz, e tapas un doktorelezh war ar Gwir, hag e skrivas un nebeud esaeoù, evel un essai historique sur les différentes situations financières de la France sous le règne de Louis XIV.

Kejañ a reas gant ar priñs Conti a rene war servijoù kuzh Loeiz XV. Gantañ e voe kaset d’Eon da Rusia e 1755 evit seveniñ e gefridi kentañ e diplomatiezh : kejañ gant an impalaerez Elesbed Iañ evit sinañ un emglev etre Rusia ha Bro-C’hall. Kas a reas e labour da benn vat hag e chomas 4 bloaz e Rusia evel sekretour kannati. Eno en doe tro evit ar wech kentañ da wiskañ dilhad merc’hed e-korf ar festoù dic’hizet aozet e lez an impalaerez.

Pa zistroas da Vro-C’hall e 1761 e servijas en arme e-pad kampagnoù diwezhañ ar brezel 7 vloaz lec’h ma tapas brud evit e gadarniezh.

E fin ar brezel e voe kaset da Londrez evit skoazellañ ar c’hannad, an dug de Nivernais, a-benn marc’hata ar peoc’h.

D’Eon hag a gave dezhañ e oa da vont da gannad, a voe feuket bras pa voe kaset ur c’hannad nevez, ar c’hont de Guerchy, da Londrez. Tabut a savas etrezo ha, goude bezañ graet kazeg o klask skarzhañ de Guerchy, en em gavas d’Eon en ur blegenn fall. Diwar-se e oa ken arvarus evitañ distreiñ da Bariz ma voe ret dezhañ chom e Londrez.

D’ar mare-se eo e krogas d’Eon da lakaat ar vrud da redek e oa ur vaouez anezhañ.

Strafuilh a savas diwar ar vrud-se, kement ma voe kaset kannaded gant Loeiz XV evit kaout penn d’an afer ha ma voe aozet klaoustreoù e Bro-Saoz diwar-benn e reizh. Ul lez-varn zoken a embannas e oa d’Eon ur vaouez, hep na vefe ar marc’heg war al lec’h, na degaset prouenn ebet.

E 1777 e voe aotreet d’Eon da zistreiñ da Vro-C’hall gant Loeiz XVI, gant urzh da chom gwisket evel plac’h.

Distreiñ a reas da Londrez e 1785 lec’h ma krakvevas pa voe tennet e leve digantañ goude an dispac’h gall. Eno e oa o chom e ti un intañvez, Mrs Cole, hag a voe an hini a naetaas e gorf goude e varv d’an 21 a viz Mae 1810. N’eo nemet d’ar mare-se ma tizoloas an itron gozh e oa bet o chom e-pad bloavezhioù er memes ti gant ur gwaz.

Ur c’horfskejadur a voe graet en deizioù goude ha testeniekaet e oa ur gwaz eus ar marc’heg d’Eon.

D'Eon a voe douaret e Londrez, da lavaret eo e kêrbenn ar... Middlesex.