Démons et Merveilles (kanaouenn)
Neuz
Démons et Merveilles[1] (Drougaeled ha Marzhoù e brezhoneg) zo unan eus an teir c'hanaouenn orin[2] a glever er film Les Visiteurs du soir sevenet gant Marcel Carné e 1942.
Tennet e oa bet ar gerioù anezhi eus ur varzhoneg gant Jacques Prévert tra ma oa bet savet an ton gant ar sonaozer gall Maurice Thiriet.
Ne oa ket bet kanet gant Alain Cuny — ar barzh-kaner Gilles e dudenn er film — dre ma voe advouezhiet an aktour gant ar c'haner gall Jacques Jansen en degouezh-se.
Enrollet e oa bet Démons et Merveilles gant Jacques Douai hag embannet gant BAM e 1958[3].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Démons et Merveilles er film Les Visiteurs du soir.
- (fr) Démons et Merveilles kanet gant Cora Vaucaire
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Savet o c'hoari gant heñvelsoniezh an dro-lavar c'hallek "Promettre monts et merveilles", Touiñ tourioù ha kestell e brezhoneg.
- ↑ A-gevret gant Complainte de Gilles ha Le Tendre et Dangereux Visage de l'amour.
- ↑ (fr) Jacques Douai n° 5 war Encyclopédisque