Cypraeovula castanea
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Cypraeovula | ||
Anv skiantel | |||
Cypraeovula castanea (Higgins,1868) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Cypraeovula castanea a zo unan eus ar seitek spesad a vez renket er genad Cypraeovula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral-tre a vev e su Suafrika an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Higgins e 1868 dindan an anv genad Lupinia hag hini ar spesad Luponia castanea[2],[3].
Dont a ra anv ar spesad castanea eus al latin hag e talv kistin.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cypraeovula castanea bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea castanea (Higgins, 1868) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Cypraea verhoefi Burgess, 1982 anv aet da get
- Cypraeovula castanea castanea (Higgins, 1868) anv an isspesad tip
- Luponia castanea Higgins, 1868 anv an deskrivadur hag anv aet da get
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri isspesad a zo bet diskrivet diouzh al lec'h ma vevont ha nebeut variadennigoù stumm pe liv :
- Cypraeovula castanea latebrosa Swarts & Liltved in Liltved, 2000
- Cypraeovula castanea malani Lorenz & de Bruin, 2009
- Cypraeovula castanea castanea (Higgins, 1868)
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin ral-tre e kondisionoù mat a vez kavet e-touesk koural blod hag atredoù eus 45 ha 65 m donder.Draget ivez eus 150 betek 250 m donder.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 34 mm ha 42 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 28 mm pe ramz betek 48 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Spesadoù all ar genad Cypraeovula ha dreist-holl Cypraeovula fuscorubra, Cypraeovula iutsui.
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo e su Suafrika .
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'ar 15 a viz Eost 2015, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=205648(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'ar 15 a viz Eost 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=458730(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)