Mont d’an endalc’had

Cymru Fydd

Eus Wikipedia
Delwenn Thomas Edward Ellis a voe penn ar strollad Cymru Fydd

Cymru Fydd (distaget [ˈkəmri ˈvi:ð] e kembraeg) a oa ur strollad brogarour kembreat a voe savet gant Kembreiz eus Londrez e 1886. Fellout a rae d'al luskad-se e vefe emren Kembre. Anv saoznek ar strollad e oa Young Wales, kement ha diskouez e kemerent skouer war an emsav iwerzhonat evit an emrenerezh anvet Young Ireland. Hag evel en Iwerzhon e c'houlennent e vefe tennet he statud ofisiel digant an Iliz anglikan er vro hag e vefe disrannet an iliz anglikan e Kembre diouzh Iliz Bro-Saoz.

E-touez izili anavezetañ Cymru Fydd e oa an istorour John Edward Lloyd, Owen Morgan Edwards, ar politiker frankizour Thomas Edward Ellis ha tud all c'hoazh evel Beriah Gwynfe Evans ha Michael D. Jones.

Embannet e veze div gelaouenn gant al luskad, Cymru Fydd e kembraeg ha Young Wales e saozneg. Mont a reas ar c'helaouennoù d'an traoñ e dibenn an XIXvet kantved ha krakvevañ a reas ar strollad betek deroù an XXvet kantved.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kenneth O. Morgan : Rebirth of a Nation. Wales 1889-1980. Oxford: Oxford University Press. 1981 (en)
  • Dewi Rowland Hughes : Cymru Fydd 1886-1896. University of Wales Press. 2006 (cy)