Mont d’an endalc’had

Cuatro Puerto Rico

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Cuatro puertoriqueño)
Ur pennad cuatro zo ivez.
Cuatro moderno

Cuatro puertoriqueño, berraet alies e cuatro end-eeun, a reer e spagnoleg eus ur benveg-seniñ dre gerdin dezverkus da sonerezh hengounel Puerto Rico, ken ez eo aet d'un arouez broadel.
Kement ha "pevar" e talv cuatro, peogwir e oa peder c'hordenn ouzh ar benveg koshañ[1].

Dianav eo orin resis ar benveg, hogen soñjal a reer ez eus bet meur a zoare cuatros e Puerto Rico goude gwerso, ur 400 vloaz bennak, peogwir e hañval bout kar nes d'ar vihuela poblana, ar gitar a veze sonet e Spagn e dibenn ar Grennamzer hag e deroù an Azginivelezh.

Kavet ez eus bet cuatros hen, peder c'hordenn dezho, ha lod nevesoc'h peder c'hordenn doubl dezho (8 en holl) ; pemp kordenn doubl (10 en holl) zo d'ar benveg a-vremañ.

Doareoù cuatros

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A zehou da gleiz : antiguo, de Sur, a-vremañ
Cuatros antiguos
Cuatro dibar, 6 x 3 c'hordenn
Yomo Toro, El Rey del Cuatro

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Cuatro antiguo
Ar benveg koshañ eo, savet diwar ur bloc'had prenn hepken — didroc'het ha kizellet an troad, goullonderet ar c'hef dasson — ma stegned peder c'hordenn graet gant bouzellennoù. Moarvat e oa un adstumm eus ar vihuela poblana, evit seniñ tonioù jíbaro[2].
Cuatro del Sur
Benveg ar Su eo, un emdroadur eus ar benveg hen. Meur a damm a yae d'e sevel, evel ur gitar, ha doublet e voe pep kordenn, alese 4 x 2 gordenn. Kerdin dir a veze arveret, evit seniñ dansoù « saloñs » : mazurka, polka, valsenn hag all.
Cuatro moderno
Ar benveg a-vremañ eo, un emdroadur eus ar bandurria barok dek kordenn dezhañ hag eus laúd spagnol e c'hwec'h kordenn doubl. A-nevez ez a ur bloc'had prenn d'e sevel, ha pemp kordenn doubl. Ar benveg paotañ eo e Puerto Rico, ma vez implijet evit seniñ jíbaro, dañsoù ar saloñsoù, salsa, sonerezh klasel, pop, rock, jazz, bluegrass hag all.
Antiguo
Ar benveg-se, anvet cuatro cuadrao ha cuatro araña ivez, eo an hini koshañ a anavezer ; damheñvel eo ar stumm ouzh hini an dutâr eus Persia hag ar citola bet degaset gant Arabed e Spagn etre an VIIIvet hag ar XVvet kantved. Peder, eizh ha dek kordenn a veze stegnet war ar prenn. Hiziv an deiz e vez c'hoazh fardet un nebeud cuatros antiguos, kerdin nylon pe zir.
Aviolinado
Damheñvel ouzh hini ur violin eo ar c'hef, ar stumm paotañ eo hiziv. Eizh pe dek kordenn a vez stegnet warnañ abaoe an XIXvet kantved.
Dos puntos
Tost da hini ur vandolinenn eo ar stumm. Ar benveg eizh kordenn dezhañ a voe arveret e Yaico adalek an XIXvet kantved.
Tulipán
Diwar patrom un antiguo eo savet ar c'hef, hogen gant krommennoù hepken, hep linenn eeun ebet, alese e anv "tulipezenn". Er bloavezhioù 1900 e veze fardet hevelep cuatros, eizh pe dek kordenn dezho, e korn-bro Yauco ha Ponce.
Higuera
Dibaot eo ar stumm-se. Vigelc'hiezk e oa ar c'hef peogwir e veze fardet diwar koulourdrennoù e-lec'h prenn. Gant sklaved Afrikan e vezent fardet e Puerto Rico en XIXvet kantved. Un nebeud a vez fardet c'hoazh hiziv, dek kordenn vetal dezho, hag alies e vez kinklet ar c'hef gant engravadennoù.
  • Lod cuatros zo dibar e-keñver stumm, hag alies n'eus bet fardet nemet ur benveg hepken. En o zouez emañ ar benveg anvet cuatro lírico, a-vent gant an tenor, e gef stummet evel ur favenn ; ar benveg cuatro sonero zo pemzek kordenn dezhañ, da lavaret eo 5 x 3 c'hordenn ; ar benveg cuatro seis zo aviolinado gant div gordenn voud ouzhpenn, eleze 6 x 2 gordenn, alese e anv (kement ha "c'hwec'h" e talvez seis).

Er bloavezhioù 1950 e voed krog da fardañ rummadoù cuatros bras pe vrasoc'h diwar patrom ar rumad biolin / biolin alto / gaolviolin / gourbiolin a vez el lazoù-seniñ klasel. Ar stumm aviolinado a voe dibabet evit fardañ binvioù dre beder ment : cuatro soprano, an hini skiltrañ ; cuatro alto ; cuatro tradicional, cuatro tenor (ar benveg paotañ) : cuatro bajo, an hini boutañ. Dek kordenn a oa da bep benveg.
Buan avat ez eas ar raktres da get ; ar stumm tradicional hepken a badas hag a droas d'ar stumm skouer ha paotañ.

Cuatro aviolinado

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar stumm paotañ eo hiziv.
Damheñvel ouzh ur gitar eo ar stumm, gant un troad 50-52 cm stag ouzh ur c'hef dasson, hogen tostoc'h da hini ur violin eo ar c'hef ; ur rozenn zo er c'hreiz evit bannañ ar son, evel en ur gitar spagnol. Pemp kordenn doubl zo stegnet war an troad 9 fretenn dezhañ betek ar c'hef ha 9,5 betek ar rozenn.

Pemp rumm kerdin zo, dek kordenn en holl. Kentonet e vezont a bedervedell da bedervedell, B – E – A – D – G (Si – Mi – La – Re – Sol en notadur gall) eus an notenn voutañ d'an hini skiltrañ.
Dav eo kentoniñ ar rummoù ivez ; un eizhvedell zo etre div notenn pep rumm boud : B3-B2 ha E4-E3 ; a-unvouezh eo an tri rumm all : A3-A3, D4-D4 ha G4-G4.

Sonerien brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Cuatrista a reer eus an den a son ar benveg. A-douez ar sonerien bennañ emañ El Maestro Tomás Rivera Morales (1927-2001) hag El Maestro Nieves Quintero (ganet e 1933), Iluminado Davila Medina (1918-2021), Yomo Toro (1933-2012), Andrés Jiménez (ganet e 1947), Edwin Colón Zayas (ganet e 1965), Quique Domenech (ganet e 1974) ha Christian Nieves Maldonado (ganet e 1981).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) LaBrucherie, Roger A. : Images of Puerto Rico, Tuttle Publishing, 1984 (ISBN 978-0-939302-09-3)
  2. Kouerien baour diskennet eus Spagnoled eo ar jíbaros ; ar braz eus poblañs Puerto Rico e oant betek kreiz an XXvet kantved.