Mont d’an endalc’had

C'hwen

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ctenocephalides felis)
C'hwen

C'hwenenn razhed (Xenopsilla cheopsis) en he oad gour
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Insecta
Urzhad : Siphonaptera
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar c'hwen zo amprevaned bihan hep eskell eus urzhiad ar Siphonaptera (lod a ra gant an anv Aphaniptera abalamour m’eo koshoc’h, met ret eo d’an anvioù a-us renk ar c’herentiezhioù heuliañ reolennoù an ICZN. Abalamour da se e vez graet gant an anv kentañ gant an daksonomourien). Ar c’hwen zo arvevaded diavaez a vev o sunañ gwad ar bronneged hag an evned. Diskenn a reont eus amprevaned eus kerentiad ar Boreidae, zo diaskell ivez ; abalamour da se e c’hallfent bezañ adrenket a-benn ar fin en un isurzhiad e-touez ar Mecoptera. En amzer dremen, avat, e soñjed peurliesañ e teue ar c’hwen diwar ar c’helien (Diptera), abalamour m’o deus o larvennoù perzhioù heñvel. Forzh penaos, holl ar strolladoù-se zo en ur gladenn a vod lignezioù amprevaned kar-nes. Kinniget eo bet badeziñ ar strolladoù-se Mecopteroidea hag Antliophora.

Morfologiezh hag emzalc’h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
C'hwenenn kizhier

Bihan eo ar c’hwen (1, 5 da 3, 3 mm hed), eskuit, ul liv teñval dezhe peurliesañ (s.o. liv ruz-gell ar c’hwen kizhier), diaskell gant begoù aozet a-ratozh evit sunañ gwad o ostiz. O c'horf zo gwasket a-gostez, ar pezh a ro o zu dezhe da zilec’hiañ en un doare aes a-dreuz ar vlevenn (pe ar pluñv, ha kement zo…). Hir eo o favioù, reizhet eo o favioù a-dreñv evit lammat (betek 18 cm a-serzh ; ha war-hed 33 cm a-blaen[1]) – war-dro 200 gwezh hed o c’horf e-unan. Korf ar c’hwen zo kalet, lufrus, ha goloet gant kalz blevennoù ha drein berr troet etrezek an tu a-dreñv[2], a ro o zu d’ar c’hwen da dremen aes a-dreuz blev o ostiz. Gouest eo o c’horf da c’houzañv ur gwask bras. Moarvat ez eo un emdroadur evit bevañ en desped d’ar c’hrabiserezh ha kement zo. Alies zoken ne vez ket a-walc’h o moustrañ kreñv etre ar bizied evit o lazhañ. E c’hall bezañ ret o flastrañ etre an ivinoù.

Dozviñ a reont vioù gwenn bihan hirgelc’hiek. O larvennoù zo bihan ha sklaer gant reunennoù a c’holo o c’horf heñvel ouzh hini ur breñvedenn. N’o deus ket a lagad, ha reizhet eo o genoù evit chaokat. Tra ma vev ar c’hwen en oad gour diwar gwad hepken, o larvennoù a zebr danvezioù a-bep seurt, en o zouez fank ar c’hwen en oad gour[3].

Kelc’hiad buhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
poltred ul larvenn.

Ar C’hwen zo amprevaned a dremen dre pevar stad buhez : da gentañ kellid, larvenn, nimfenn hag imago (amprevan gour). Kelc’hiad buhez ar c’hwen a grog pa zozv ar parezed goude bezañ debret. Ret eo d’ar c’hwen gour debriñ gwad kent bezañ gouest d’en em barañ[4]. Dozvet e vez ar vioù e bernioù eus muioc’h evit 20 vi, peurliesañ war o ostiz, ha ruilhañ a reont war al leur. Al lec’h ma vez an ostiz o vevañ hag o kousket a zeu eta da vezañ al lec’h ma vev ar c’hwen o tiorren. Etre daou zevezh ha div sizhunvezh e laka ar vioù da ziflukañ[1].

Diflukañ a ra al larvennoù c’hwen diouzh ar vioù ha zebriñ forzh peseurt danvez loenel evel amprevaned marv, fank ha tammoù plant. Dall int ha tec’hout a reont diouzh goulou an heol. Chom a reont el lec’hioù teñval evel an traezh, ar faoutoù hag ar gwaskoù. P’o devez boued a-walc’h e tro al larvennoù e nimfennoù e korf ur sizhun pe div. Sevel a reont ur boupenn. Goude ur sizhunvezh pe div ouzhpenn ez eo diorroet penn-da-benn ar c’hwen ha prest da zont er-maez eus ar boupenn. Koulskoude e c’hallont chom sioul hep fiñval da c’hortoz ur preizh da dostaat. Daskrenadennoù, trouzioù, tommder ha dioksidenn karbon zo stimuli a ro da c’houzout d’ar c’hwen ez eus un ostiz tost[1]. Anavezet eo ar c’hwen evit tremen an goañv e stad larvennoù pe poupennoù.

Ur wezh tizhet an oad gour, o fal kentañ zo kavout gwad. Ret eo dezhe debriñ gwad evit gouennañ. Ar c’hwen en oad gour n’o deus ken ur sizhunvezh pe war-dro evit kavout gwad, ur wezh sortiet eus o foupenn, daoust ma c’hallont chom bev etre daou viz hag ur bloavezh etre daou bred. Pa vez c'hwen gant al loened doñv e hadont vioù c'hwen e pep lec'h. Gortoz a ra ar vioù-se ar mare mat da zozviñ. Pa zozv ur bern war un dro e kaozeer eus c'hwen plañcheris.

En ur boblañs c’hwen e kaver 50 % vioù, 35 % larvennoù, 10 % poupennoù ha 5 % c’hwen en oad gour. Hollad kelc’hiad o buhez a c’hall tremen e div sizhun, met gall a ra bezañ astennet da veur a viz pa vez azas an endro. Ar parezed a c’hall dozviñ 500 vi pe muioc’h en o buhez, ar pezh a ro an tu dezhe da baotañ.

Darempredoù gant an ostiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
flemmadennoù c’hwen

Ar C’hwen a flemm ur bern mellkeineged tomm o gwad, en o zouez chas, kizhier, tud, yer, konifled, gwiñvered, razhed ha logod. Ar c’hwen zo un noazadur d’o ostized, hag a ro debron dezhe ar pezh a c'hel lakaat an ostized da glask tennañ an arvevaded dre zantañ, pigosat, krabisat (ha kement zo…) an takad m’emañ ar c’hwen. Lod eus an dud hag eus al loened o deus allergiezhioù da halv ar c’hwen ar pezh a zegas dispuilh dezhe. Flemmadennoù ar c’hwen a zo anat peurliesañ dre c'hwezadur un takad eus ar c’hroc’hen, gant ur merk flemmadenn er c'hreiz, a sav un tamm uheloc’h hag a ro debron. Alies e vez bodet ar flemmadennoù a-strolladoù pe a-linennoù, hag a c’hellont chom debronus hag entanet e-pad meur a sizhunvezh. Ar c’hwen a c’hall ivez lakaat ar blev da gouezhañ abalamour d’ar c’hrabisadennoù ha d’an dantadennoù, ha degas anemia zoken.

E-kichen d’o noazusted, ar c’hwen a c’hall ivez degas kleñvedoù. Da skouer, ar c’hwen a ro ar vosenn werblus peogwir e ro bod da bakteri Yersinia pestis. Gallout a reont ivez reiñ an tifuz pe an himenolepiasis.

Spesadoù paotañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar spesadoù paotañ zo :

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. 1,0 1,1 ha1,2 C’hwen, HYG-2081-97 William F. Lyon, skol-veur stad Ohio Pajenn entomologiezh.
  2. C’hwen - P.G. Koehler ha F. M. Oi., miz Even 1993, adwelet e miz C’hwevrer 2003. Pourchaset gant Skol-veur Florida
  3. Urzhiad Siphonaptera - C’hwen - BugGuide.Net 28 a viz Kerzu 2006
  4. C’hwen - P.G. Koehler ha F. M. Oi., miz Even 1993, adweleet e miz C’hwevrer 2003. Pourchaset gant Skol-veur Florida