Mont d’an endalc’had

Cossutia

Eus Wikipedia

Cossutia a oa ur Romanez eus ar Iañ kantved kent JK. Eus he ziegezh ne ouzomp netra nemet e oa Gens ar g-Cossutii, eus noblañs marc'heien Roma, a orin eus Korintos.

Pried kentañ Julius Caesar e oa. Hervez Suetonius e voe prometet da Julius Caesar war-dro -84, pan edo-eñ en toga praetexta. Bugel ebet n'o doe. Bloaz goude e kasas anezhi kuit, da addimeziñ da Cornelia Cinna, merc'h da Cinna.

Ploutarc'hos avat n'eo ket gwall fraezh e skrid pa lavar e timezas Julius Caesar dezhi (V) : menegiñ a ra Cornelia evel kentañ pried Caesar ha Pompeia e drede, ma n'ouzer ket piv e oa an eil. Cossutia neuze a oa pe eil pried Caesar pe e gentañ danvez-pried.

En XXIañ kantved ez eus bet lavaret bremañ e timezas da Marcus Antonius Creticus, mab Marcus Antonius Orator, hag he dije bet daou vab : Lucius Antonius Pietas ha Marcus Antonius, anavezet evel an triumvir Marcus Antonius. Kement-se avat ne vije nemet faltazi.