Constança Arle
Constança, ganet war-dro 986 en Arle ha marvet e miz Gouere 1032 e Melun, a oa merc'h d'ar c'hont Gwilherm Iañ Provañs ha d'e bried Adelaid Anjev. Rouanez Bro-C'hall e teuas da vezañ pa euredas d'ar roue gall Roperzh II en doa kaset kuit e ziv wreg kentañ dija.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1003 ec'h euredas gant Roperzh II an Deol, roue Bro-C'hall. Hemañ a oa bet eskumunuget gant ar pab Gregor V en abeg d'e zarempredoù gant Bertha Bourgogn. Dre na oa ket bet Bertha evit genel bugel ebet ken eo e voe divizet an eured gant Constança.
Ne voe ket degemeret mat war a seblant ha marteze eo abalamour da se e klaskas he dial o tammall lod eus ar pennoù bras da vout disivouderien.
Deskrivet eo Bertha evel ur geben griz ha taer ha buan e savas daou strollad e lez ar roue : tu Roperzh ha tu Constança.
En aner e klaskas Roperzh lakaat nullañ o eured, betek mont da gaout ar pab e 1010.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seizh bugel zo bet ganet diwar an eured-se. En o zouez :
- Advisa Auxerre (1003-1063, kontez Auxerre dimezet e 1015 da Renaud Iañ Nevers
- Huon II Bro-C'hall (1007-1026), o mab henañ, sakret e 1017 e Compiègne, a voe kenroue gant e dad, met mervel a reas a-raok e dad, e 1026, da 19 vloaz;
- Herri (1008-1060), roue Bro-C'hall, sakret e Reims e 1027, daoust da enebiezh Constança a glaske lakaat he mab all Roperzh da roue.
- Roperzh Iañ Bourgogn (1011-1076), dug Bourgogn ha kont Auxerre;
- Eudes Bro-C'hall (1013-?), aet foll;
- Adelaid Bro-C'hall (1009-1079), dimezet div wech:
- e 1027 da Richarzh III Normandi;
- hag e 1028 da Baldwin IV Flandrez;
- Konstanza Bro-C'hall.
Mervel a eure Constança Arle e Melun d'ar 25 a viz Gouhere 1032, bloaz war-lerc'h he fried, ha beziet e voe en abati Sant-Denez.