Mont d’an endalc’had

Constança Arle

Eus Wikipedia
Ur pennad Constança zo ivez.
Konstanza Arle, rouanez ar Franked en XIvet kantved. Engravadur eus dibenn an XIXvet kantved .
Bez Roperzh II ha Konstanza
Delwenn Konstanza war he bez

Constança, ganet war-dro 986 en Arle ha marvet e miz Gouere 1032 e Melun, a oa merc'h d'ar c'hont Gwilherm Iañ Provañs ha d'e bried Adelaid Anjev. Rouanez Bro-C'hall e teuas da vezañ pa euredas d'ar roue gall Roperzh II en doa kaset kuit e ziv wreg kentañ dija.

E 1003 ec'h euredas gant Roperzh II an Deol, roue Bro-C'hall. Hemañ a oa bet eskumunuget gant ar pab Gregor V en abeg d'e zarempredoù gant Bertha Bourgogn. Dre na oa ket bet Bertha evit genel bugel ebet ken eo e voe divizet an eured gant Constança.

Ne voe ket degemeret mat war a seblant ha marteze eo abalamour da se e klaskas he dial o tammall lod eus ar pennoù bras da vout disivouderien.

Deskrivet eo Bertha evel ur geben griz ha taer ha buan e savas daou strollad e lez ar roue : tu Roperzh ha tu Constança.

En aner e klaskas Roperzh lakaat nullañ o eured, betek mont da gaout ar pab e 1010.

Seizh bugel zo bet ganet diwar an eured-se. En o zouez :

Mervel a eure Constança Arle e Melun d'ar 25 a viz Gouhere 1032, bloaz war-lerc'h he fried, ha beziet e voe en abati Sant-Denez.