Confédération française démocratique du travail
Kentañ sindikad Frañs dre niver an izili eo ar CFDT (Confédération Française Démocratique du Travail), "Kengevread Gall Demokratel al Labour": 868 601 ezel e dibenn ar bloavezh 2012 (53% a wazed ha 47% a vaouezed); an eil eo e-keñver mouezhioù en dilennadegoù micher (lezioù-barn al labour ha dileuridi al labourerien en embregerezhioù hag er melestradurezhioù), a-drek ar CGT.
Kavet e vez izili ar CFDT war an holl dachennoù labour, en embregerezhioù bras evel er re vihan, er servijoù publik evel e lodenn brevez an ekonomiezh. El lodenn-mañ e kaver an darn vrasañ eus an izili.
En holl rannvroioù ar c'hwec'hkogn emañ ar CFDT.
Ezel eo ar CFDT eus Kengevread Europat ar Sindikadoù (Confédération Européenne des Syndicats-CES e galleg, European Trade Union Confederation-ETUC e saozneg) abaoe 1974. Ezel eo ivez eus Kengevread Etrebroadel ar Sindikadoù (Confédération syndicale internationale-CSI e galleg, International Trade Union Confederation-ITUC e saozneg).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bloaziadoù pouezus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1919 - E miz Du 1919 e voe krouet ar CFTC (Confédération Française des Travailleurs Chrétiens), "Kengevread Gall al Labourerien Gristen".
- Awenet gant kelennadurezh sokial an Iliz katolik e voe aozet war diazezoù a genskoazell evit difenn al labourerien enep ar frankizouriezh ekonomikel.
- 1964 - D'ar 6 a viz Du 1964 e teuas ar CFTC da vezañ CFDT, o tilezel an dave d'ar gristeniezh.
- 70% eus dileuridi ar c'hendalc'h a savas a-du gant an diviz-se. Gant an izili a nac'has an diviz e voe keouet ar CFTC a-vremañ.
- 1968 - A-drugarez d'ar CFDT e voe degemeret ar gevrenn sindikadel embregerezhel gant emglevioù Grenelle.
- Ur gounid diazez e voe kement-se peogwir e roas ar gwir da grouiñ kevrennoù e pep embregerezh. Roet en deus ar c'hengevread e skoazell da emsav ar studierien ken abred hag ar 6 a viz Mae. Evit ar CFDT e yae o stourm evit an demokratelezh a-du gant stourm ar sindikad evit gwirioù al labourerien.
- 1974 - Emezelañ a reas ar CFDT e Kengevread Europat ar Sindikadoù.
- Adalek ar bloavezhioù 1950 e oa savet ar CFTC a-du gant krouidigezh un Europa unanet. Evit kaout ur benveg a obererezh sindikadel war live Europa e oa bet krouet K.E.S. e 1973.
- 1979 - Difenn a reas ar CFDT e emrenerez (an "adkreizadur").
- Adkreizañ a reas e obererezh war e balioù sindikadel evit talañ ouzh kemmoù ar gevredigezh : bedelaat, kemmoù an doareoù produiñ, adframmadurioù embregerezhioù e-leizh ha kresk bras an dilabour.
- 1982 - Awenet e voe al lezennoù Auroux gant kinnigoù ar CFDT.
- Araokadennoù a-bouez a gaver enno : berzet e vez pep gwallziforc'h ; rediet eur da skoulmañ emglevioù a-stroll war ar goproù, war padusted hag aozadur al labour ; diorroet e vez an aozadurioù dileuriañ ar c'hopridi ; krouiñ a reer ur gwir evit ar c'hopridi da lavarout o soñj war aozadur al labour ; krouiñ a reer "Poellgorioù ar Yec'hederezh, ar surentez hag an aozioù labour" (PYSAL) (Comités d'hygiène, de sécurité et des conditions de travail-CHSCT e galleg).
- 1995 - Reiñ a reas ar CFDT e skoazell da adaozadur ar Surentez sokial.
- 1997 - Kemer perzh a reas ar CFDT er breutadegoù a-zivout ar 35 eurvezh.
- Krennañ padelezh al labour e oa unan eus goulennoù pennañ ar CFDT. Pouezañ ar reas war gouarnamant Lionel Jospin evit ma vije digresk an niver a eurvezhioù labouret un diazez evit krouiñ implijoù.
- 2003 - Goulenn a reas ar CFDT ma vije lakaet un doare da zelc'her kont eus ar redoù-micher hir en adaozadur ar retredoù.
- A-drugarez d'ar stourm-se e c'hell 600 000 goprad o doa kroget da labourat abred mont war o leve da 60 vloaz mar fell dezho.
- 2006 - Sevel a reas ar CFDT enep ar Gevrat Kentañ Implij (Contrat Première Embauche-CPE e galleg).
- 2008 - Sinañ a reas ar CFDT an emglev evit "nevesaat marc'had al labour".
- Gounit a reas doareoù nevez da suraat an hentoù micher : gellout a ra ur goprad dic'hopret mirout un toullad gwirioù (kenwarez, gwirioù stummadur...) hag o c'has eus un embregerezh d'egile.
- 2010 - Stourm a reas ar CFDT enep adaozadur ar retredoù.
- Abegoù ar stourm : digevatalderioù ; ar fed ma kaser an oad lezennel evit mont war e leve da 62 vloaz hag e startaer an doareoù evit ar "remzadoù hir" (72,3% eus o goproù uhelañ eo leve al labourerien hir o remzad e-lec'h 75% evit al labourerien all)...
- 2013 - Sinañ a reas ar CFDT an emglev evit "suraat an implij".
Sekretourien veur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Eugène Descamps 1964-1971
- Edmond Maire 1971-1988
- Jean Kaspar 1988-1992
- Nicole Notat 1992-2002
- François Chérèque 2002-2012
- Laurent Berger abaoe 2012
Palioù ha talvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaat a ra ar CFDT pemp talvoud en a-raok.
- Dishualerezh
- Ur gwir didorrus hiniennel hag a-stroll eo, evit ma c'hellfe pep den ren e vuhez, evit rediañ pep embregerezh hag ar gevredigezh en he fezh da zoujañ da zinded ha frankiz pep den, evit ma c'hello pep den bastañ d'e ezhommoù danvezel ha speredel en e vuhez micherel ha personel.
- Demokratelezh
- Un talvoud diazez eo. En anv ar c'hengevread emañ ar ger, evit ma c'hallo pep den lavarout e soñj ha kemer perzh en divizoù, evit ma kemero pep den perzh e gwellidigezh e zoareoù da labourat ha da vevañ hep delc'her kont eus e orin, e vroadelezh, e gredennoù pe e vennozhioù.
- Dizalc'hidigezh Fellout a ra d'ar CFDT chom hep meskañ e giriegezhioù gant re ar Stad, ar strolladoù politikel pe an aozadurioù relijiel evit mirout e emrenerezh hag e frankiz burutellañ.
- Emrenerezh N'heller ket bezañ dizalc'h e-keñver preder hag obererezh ma vezer arc'hantet gant an diavaez. Ur sindikalouriezh a izili eo hini ar CFDT.
- Kengred Ar c'henskoazell eo dibab ar CFDT evit difenn gwirioù an holl. Kenskoazell etre ar c'hopridi, etre ar c'hopridi hag an dud dilabour, etre ar rummadoù-oad hag etre ar pobloù evit stourm enep pep
stumm a argaserezh, a zizingalded hag a wallziforc'h.
Pragmatek eo ar CFDT, gwelloc'h dezhañ kavout diskoulmoù dre gendiviz met prest da stourm diouzh ret. Gouzout a oar e kemm buan an traoù hag e tle azasaat e c'houlennoù dre ma cheñch marc'had al labour ha diaesterioù al c'hopridi.