Comenge
Comenge en okitaneg, Comminges e galleg, zo ur vro vihan en Okitania, e traoñienn ar stêr Garona, er Pireneoù, hag ur rann eus Gwaskogn. Sent Gaudenç eo ar gêr vrasañ er vro.
En Henamzer e oa poblet douaroù Comenge gant ar bobl Convenae, unan eus pobloù Gallia Aquitania. Lugdunum Convenarum (Sent Bertran de Comenge hiziv) e oa o c’hêr-benn.
Pa voe aloubet ar vro gant ar Romaned e voe lakaet ar bobl Convenae e Gallia Aquitania da gentañ hag e hini Novempopulania da c’houde.
Aloubet e voe ar vro gant ar Wizigoted, ha gant Franked Hlodwig goude. Ul lodenn eus Dugelezh Akitania e voe, hag ur gontelezh emren, renet gant konted Comenge, e voe etre 949 ha 1453. Goude-se e voe staget ouzh rouantelezh Bro-C'hall.
Da vare an Dispac'h gall e voe rannet Comenge etre an departamantoù Hautes-Pyrénées, Gers, Ariège ha Haute-Garonne dreist-holl.
-
Broioù Gwaskogn war-dro 1150
-
Comenge hiziv