Mont d’an endalc’had

Cognomen

Eus Wikipedia

Ar c'h-cognomen (cognomina el liester) eo lesanv ar Romaned en Roma an Henamzer. Goude ar c'hentanv hag an anv-tiegezh (gentilice ), e oa trede lodenn an anv (tria nomina) boas.


Ster ar c'h-cognomen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diazezet eo al lesanv war ar c'horf hag an nammoù : Calvus (moal), Varus (kamm), Verrucosus (gwenaennek), Flaccus (flak e skouarn), Nero (du), Caecus (dall), Strabo (luch), Sabinus (ar Sabin), ha re all. Un taol-kaer en arme a roe un anv enorus : Capitolinus, Torquatus, Coriolanus. Anvioù goapaus a oa ivez : Crassus (lous), Brutus (beulke), Caudex ( skod - penn-peul), Paullus (skribiton), "Balbus" (gag)

Ar merc'hed a c'halle kaout ur c'h-cognomen, goude o anv-tiegezh : Secunda, Tertia, Fausta, Maior.