Cocktail Diatonique

Eus Wikipedia

Bet krouet e 1991 gant Yann-Fañch Perroches, Cocktail Diatonique a oa ur strollad a bevar soner akordeoñs eus Breizh. Berzh bras o deus bet er bloavezhioù 90 (sonet o deus asambles gant Richard Galliano, mar plij !) ("Nuits de Nacre" - Tulle, France-Inter, Kleg, Festival Etrekeltieg an Oriant, h.a.) Siwazh, goude 1993, eo bet chomet ar strollad o "kousket" e-pad tost 15 vloaz. Savet a-nevez er bloavezh 2008 ("Nuits de Nacre" - Tulle, "Roue Waroch" - Ploeskob) : Y.F. Perroches, Ronan Robert ha Fanch Loric.