Club Atlético Huracán
Club Atlético Huracán (anavezetoc'h evel Huracán) zo ur c'hleub mell-droad arc'hantinat bet krouet d'ar 25 a viz Mae 1903 e Nueva Pompeya (unan eus karterioù Buenos Aires), Verde Esperanza y Nunca Pierde e anv kentañ. Ne voe nemet d'ar 1añ a viz Du 1908 ma voe degemeret da vat an anv a zoug c'hoazh hiziv an deiz. Hilario Germán Ramponi a voe e gentañ prezidant e 1905, heuliet gant Agustín Caimi e 1907 ha José Laguna adalek 1908.
Meur a lesanv a oa bet roet d'ar c'hleub a-hed e istor : El Globito, El Globo, Quemeros.
C'hoari a ra e grogadoù en Estadio Tomás Adolfo Ducó, lec'hiet e karter Parque Patricios.
Aet e oa bet da gampion Campeonato Metropolitano 1973 e Primera División de Argentina evit ar wech kentañ hag an hini nemetañ ivez evit c'hoazh.
C'hoarierien vrudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1920-30 : Guillermo Stábile,
- 1946 : Alfredo Di Stéfano,
- 1969-74, 1979-82 : Carlos Babington,
- 1973-80 : René Houseman,
- 1975-77 : Osvaldo Ardiles,
- 1998-2002 : Lucho González,
- 2007-09 : Javier Pastore.