Clipperton
Neuz
Clipperton
Rann eus | Bro-C'hall tramor |
---|---|
Anv er yezh a orin | île Clipperton |
Anv berr | 🇨🇵 |
Anvet diwar | John Clipperton |
Kevandir | Norzhamerika |
Stad | Frañs |
Kêr-benn | talvoud ebet |
E tiriad | Frañs |
Gwerzhid-eur | UTC−08:00 |
War ribl | Meurvor Habask |
Lec'hiadur | North Pacific Ocean |
Daveennoù douaroniel | 10°17′38″N 109°13′2″W |
A zo stok ouzh | talvoud ebet |
Darvoud-alc'hwez | Clipperton Island Case, Forgotten People of Clipperton |
Oberataer | High Commissioner of the Republic in French Polynesia |
Dizoloer pe ijiner | Mathieu Martin de Chassiron, Michel Dubocage |
Mare ma oa dizoloet pe ijinet | 2 Ebr 1711 |
Kod-post | 98799 |
Ekonomiezh an danvez | economy of Clipperton Island |
Niverenn bellgomz sikour | 112 |
Arouezenn Unicode | 🇨🇵 |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Clipperton Island |
Enez Clipperton, Île de la Passion hec'h anv kentañ e galleg, eo ar bihanañ tiriad tramor e dalc'h ar Republik C'hall er Meurvor Habask.
Un atoll eo, an hini digenvesañ er bed war a lavarer. Emañ 1 081 km a-vaez da Stad Michoacán, e Mec'hiko, ha 1 280 km pell diouzhAcapulco. An tostañ douaroù dezhi eo Enez Socorro en enezeg Revillagigedo en hanternoz. An tostañ douar gall eo Nuku Hiva, en Inizi Markiz, 4 018 km er mervent. Pelloc'h avat emañ Hawaii : 4 930 km alehont.
Pan eo bihan-bihan gorread an atoll (1,7 km² a zouaroù divor) ez eo bras-divent an takad armerzhel miret a zo en-dro dezhañ : 435 612 km². Meret eo an tiriad-se war-eeun gant Ministrerezh an Douaroù Tramor ar Republik C'hall.
-
Clipperton er Meurvor Habask
-
Lec'hiadur Clipperton e-keñver Mec'hiko