Clément Janequin
Clément Janequin, ganet e Châtellerault e-tro 1485 ha marvet e Pariz e 1558, a oa ur beleg hag ur sonaozour gall.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kanañ a rae Janequin en ul laz-kanañ. Ur wech beleget, e labouras dindan urzhioù Jean de Foix, eskob Bourdel. Dont a reas da vezañ mestr-chapel Iliz-Veur Angers adalek 1534 betek 1537 ha person parrezioù 'zo en Anjev. Mont a reas da Bariz e 1549, dont a reas da vezañ chapalan ha muziker dug Guise.
Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a reas da vezañ ur mailh war ar c'hanaouennoù enne meur a vouezh. Sevel a reas teir oferenn, enno Missa super ha La Bataille, motedoù (congregati sunt da skouer), levrioù gant salmoù kempennet, kanaouennoù speredel, oberennoù gant mouezhioù e-leizh ha kanaouennoù kozh, en o zouez La Chasse, Le Chant des oiseaux, Les Cris de Paris ha La Guerre pe La Bataille de Marignan. Embannet ez eus bet lod eus e ganaouennoù etre 1520 ha 1540 gant Pierre Attaignant.
Hiziv c'hoazh e chom prizet oberennoù Janequin, hag int kozh . La Guerre, kanet gant The King's Singers, a zo bet adkemeret e-barzh film Gus Van Sant: Last Days.