Cindy Sherman
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Cindy Sherman |
| Anv ganedigezh | Cynthia Morris Sherman |
| Anv-bihan | Cindy, Cynthia, Morris |
| Anv-familh | Sherman |
| Deiziad ganedigezh | 19 Genver 1954 |
| Lec'h ganedigezh | Glen Ridge |
| Pried | Michel Auder |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Tachenn labour | luc'hskeudennerezh |
| Bet war ar studi e | Buffalo State University |
| Lec'h labour | Pariz, Stadoù-Unanet |
| Perzhiad e | documenta 7 |
| Oberenn heverk | Untitled 96, Untitled 153 |
| Teuliad arzour e | Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library, National Gallery of Art Library |
| Luskad | Feminist art, abject art |
| Ezel eus | American Academy of Arts and Letters, Royal Academy of Arts, American Academy of Arts and Sciences |
| Tachenn | poltred, Emboltred |
| Work available at URL | https://www.fembio.org/biographie.php/frau/feature/cindy-sherman/beruehmte-fotografinnen |
| Dileuriet gant | Skarstedt Gallery |
| Dileuriad ar gwirioù a aozer | reproduction right not represented by CISAC member, Cindy Sherman |
| Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Cindy Sherman ( ganet d'an 19 a viz Genver 1954 e Glen Ridge, New Jersey) a zo ul luc'hskeudennerez hag ur arzourez stadunanat. Brudet eo hec'h emboltredoù. Sevenet he deus daou film ivez. O chom hag o labourat e New York emañ. E 1995 e resevas priz diazezadur MacArthur, hag e 1999 e resevas priz Hasselblad.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe e New Jersey ha goude he ganedigezh e tilojas he zud da Huntington (Long Island) ma kasas he bugaleaj.
Studiañ a reas e State University College Buffalo (New York). Da gentañ e stagas gant al livañ ha goude-se e stagas gant al luc'hskeudenniñ. E 1976 e tapas kaout he diplom hag e 1977 ez eas da Manhattan ma savas he rummad emboltredoù kentañ. E 1979 e voe aozet he diskouezadeg kentañ e Hallwalls, un diskouezva dizalc'h bet savet ganti ha daou arzour all anvet Robert Longo ha Charles Clough[1].
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaat a ra Cindy Sherman hec'h oberennoù en arz mennozhel. En hec'h oberennoù e tiskouez he freder diwar-benn al luc'hskeudenniñ, al livañ ha plas ha skeudenn ar merc'hed er gevredigezh a vremañ. Levezonet eo gant seurtoù skeudennoù liesseurt : skeudennoù sinema, bruderezh, skeudennoù tennet eus magazinoù, pe skeudennoù erotek. Lavarout a ra n'eo ket gwregelourez ha n'eus ster politikel ebet en hec'h oberennoù. Gwelet e vez evel unan eus luc'hskeudennerezed pouezusañ an arz goudemodern.
- Untitled Film Stills, 1977-1980
- Rear Screen Projections, 1980
- Centerfolds/Horizontals, 1981
- Pink Robes, 1982
- Fashion, 1983/1984/1993/1994
- Fairy Tales, 1985
- Disasters, 1986-1989
- History Portraits/Old Masters, 1988-1990
- Sex Pictures, 1992
- Horror and Surrealist Pictures, 1994-1996
- Masks, 1994-1996
- Office Killer, 1997, starring Jeanne Tripplehorn, Molly Ringwald and Carol Kane
- Broken Dolls, 1999
- Hollywood/Hampton Types, 2000-2002
- Clowns, 2003-2004
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arthur C. Danto, Cindy Sherman : Untitled Film Stills, Rizzoli, NY ha Shirmer/moselVerlag, Munich, 1990
- Arthur C. Danto, History Portraits, Schimer/Mosel, Munich ha Rizzoli, NY, 1991
- Jean-Pierre Criqui, Régis Durand, Laura Mulvey, Cindy Sherman, Flammarion - Jeu de Paume, Pariz, 2006
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Amada Cruz et alii, Cindy Sherman, Rétrospective, Thames & Hudson, 1998, p.1)
