Ciarán
Neuz
Ciarán zo un anv-bihan iwerzhonek. Distaget e vez [ciəˈɾˠaːn̪ˠ] en iwerzhoneg, [ˈkɪərɒːn] e saozneg Iwerzhon. E saozneg e vez skrivet Ciaran, Kieran, Keiran, Keiron, Keiren pe Kiran.
Un deverad eus ar ger ciar eo, hag a sinifi "teñval"[1], gant an dibenn bihanaat án. "Duard" eo ster Ciarán eta.
Ciara eo ar stumm benel, saoznekaet a-wechoù e Keira, Kiara pe Kiera.
Gant lod eo bet tostaet d'an anv Piran : er VIvet kantved e veve sant Piran ha sant Ciarán Saighir, ha d'ar 5 a viz Meurzh e vez lidet gouelioù an eil sant hag egile.
Sent
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a sant zo anvet Ciarán :
Tud all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ciarán Bourke (1935-1988), kaner ha soner iwerzhonat
- Ciarán Carson (1948-2019), skrivagner eus Hanternoz Iwerzhon
- Ciaran Clark, melldroader saoz hag iwerzhonat
- Ciarán Hinds, aktor
- Ciarán McMenamin, aktor eus Hanternoz Iwerzhon
- Ciarán Power, marc'hhouarner
Korventenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar gorventenn Ciarán[2][3] he doa graet reuz e Breizh[4] hag e broioù all e kornôg Europa e deroù miz Du 2023.