Ciarán

Eus Wikipedia

Ciarán zo un anv-bihan iwerzhonek. Distaget e vez [ciəˈɾˠaːn̪ˠ] en iwerzhoneg, [ˈkɪərɒːn] e saozneg Iwerzhon. E saozneg e vez skrivet Ciaran, Kieran, Keiran, Keiron, Keiren pe Kiran.

Un deverad eus ar ger ciar eo, hag a sinifi "teñval"[1], gant an dibenn bihanaat án. "Duard" eo ster Ciarán eta.

Ciara eo ar stumm benel, saoznekaet a-wechoù e Keira, Kiara pe Kiera.

Gant lod eo bet tostaet d'an anv Piran : er VIvet kantved e veve sant Piran ha sant Ciarán Saighir, ha d'ar 5 a viz Meurzh e vez lidet gouelioù an eil sant hag egile.

Sent[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a sant zo anvet Ciarán :

Tud all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Korventenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar gorventenn Ciarán[2][3] he doa graet reuz e Breizh[4] hag e broioù all e kornôg Europa e deroù miz Du 2023.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. teanglann
  2. BBC
  3. Skrivet mat, gant á, gant prefed Penn-ar-Bed, war Facebook da skouer [1]
  4. Ar gorventenn Ciaran he deus galoupet war douaroù Breizh, Keleier ar vro, Radiobreizh.bzh, 3 a viz Du 2023.