Christoph Willibald Gluck
Christoph Willibald Gluck, ganet e Erasbach d'an 2 a viz Gouhere 1714 ha marvet e Vienna e 1787, zo ur sonaozour alaman. Kelenner war ar c'han ha kelenner krav-kerdin Marie-Antoinette (a deuio da vezañ rouanez Bro-C'hall da c'houde) e oa. Degaset en deus mennozioù nevez d'an opera gant e adreizhadur. Degas a raio an dram en opera da skouer hag enebiñ a reas ivez a-enep ar piccinisted. Unan eus sonaozerien bouezusañ eus ar mare klasel eo hep disoñjal Joseph Haydn, Wolfgang Amadeus Mozart, Karl Ditters von Dittersdorf, Franz Krommer ha Carl Philipp Emanuel Bach.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab ur c'hoadour eus Bavaria e oa, e dad a oa soudard o servij priñsed Lobkowitz. Tad Christoph Willibald Gluck a gemeras, goude e servij, micher hengounel ar familh, e dad a varvo pinvidik memestra. Christoph Willibald Gluck en deus studiet e Skol-Veur prederouriezh Praha adalek 1731. Met a vihanik en deus bet donezonoù e-keñver ar sonerezh hag e dad a save a-enep d'an donezonoù-se. Desket en doa Christoph Willibald Gluck seniñ gimbard, benveg a ra nebeut a drouz, gellet en deus giz-se kuzhaat d'e dad e c'hoarie gant ur benveg sonerezh bennak. E 1734, e zeas kuit eus ti e dad evit bezañ muzisian e Vienna. Studiañ a reas e Milano e 1735 gant Giovanni Battista Sammartini, kelenner Gluck. E opera gentañ a vo savet e 1741 a-drugarez d'ar c'helenner. Operaoù all a savo da c'houde etre 1745 ha 1746 e Italia hag e Londrez. Kejañ a reas gant Lord Middlesex, rener Opera c'hoariva Haymarket. C'hoari a reas un opera e 1746 hag en deus graet berzh. Awenet eo bet gant ar vythologiezh evit krouiñ an opera-se, La Caduta de Gianti (Diskar ar ramzed) e anv. e miz Ebrel eus ar memes bloavezh e c'hoario Artamene hep Tigrane 1743. E-pad ur veaj e Bro-Saoz e tizolo sonerezh Georg Friedrich Haendel ha dont a ra da vezañ mignon-bras ar sonaozour Thomas Arne.
Kuitaat a reas Bro-Saoz ha beajiñ a reas e-pad 3 bloavezh etre (Dresden, Kopenhagen, Napoli ha Praha). E 1748, e lako da c'hoari e Aix-la-chapelle e Seminaride riconosciuta. Ar 15 a viz Gwengolo 1750 e timezas gant Maria Anna Pergin. N'o do bugel ebet asambles met advabet o deus ur verc'h, Marianne, ganet e 1759 ha marv abred e 1776. En em staliañ a reas e Vienna e 1752, e vicher a oa rener laz-senniñ priñs Saks-Hildburghausen ha mestr chapel. Kregiñ a reas da skrivañ operaoù-fent gall evit c'hoariva lez ar roue ha da c'houde e aozas tonioù dihued italian. Mignoned dezhañ a glasko kavout ur post el lez evitañ met c'hwitañ a raio. E 1759 eo anvet e c'hoariva al lez ha buhan a-walc'h en do ur pañsion digant ar roue. Kejañ a reas gant ar barzh Ranieri Simone Francesco Maria de Calzabigi ha gant ar c'horollour Gasparo Angiolini. Ganto e savas ur c'horolladeg-jestraouer: Don Juan e anv (1761). Ar bloavezh war-lec'h e aozo an opera Orfeo ed Euridice, pezh a roio adreizhadur an opera da c'houde, unan eus e bennoberennoù eo. E 1764 e roio un opera-fent, La rencontre imprévue, hag ar bloavezh goude e krouo div c'horolladeg ha div opera nevez, atav diwar skridoù-c'hoarigan Calzabigi, Alceste e 1767 ha Paride ed Elena e 1770.
Lakaat a reas e c'helennadur en opera gall hag e 1774, e c'hoarias Iphigénie en Aulide ha Orphée et Eurydice, troidigezh c'hall diwar e opera savet e 1762. Berzh-bras en do ganto met eneberezh a oa d'ar mare-se gant difennerien ar sonerezh italian, en ho fenn Niccolò Vito Piccinni. An tabut agano e 1777 gant Armide (da heul troidigezh c'hall Alceste (1776)) ha da c'houde gant Iphigénie en Tauride e 1779, ar berzh brasañ en do gantañ ha gant Echo et Narcisse, e c'hwitadenn vrasañ. Azeulet gant Joseph Martin Krauss, e paouezas koulskoude Gluck gant e vuhez muzisian. Labourat a reas en-dro war Iphigénie en Tauride e alamaneg ha krouiñ a reas kanaouennoù memestra met nac'hañ a reas mont da Londrez. Mervel a reas d'ar 15 a viz Du 1787 e Vienna.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Artaserse, c'hoarigan Pietro Metastasio, c'hoariet e Milano d'ar 26 a viz Kerzu 1741
- Demetrio, C'hoari-gan Pietro Metastasio, c'hoariet e Venezia d'an 2 a viz Mae 1742
- Demofoonte, C'hoari-gan Pietro Metastasio, c'hoariet e Milano ar 6 a viz Genver 1743
- Tigrane, c'hoariet e Krema d'ar 26 a viz Gwengolo 1743
- Sofonisba , C'hoari-gan Pietro Metastasio ha Silvani, c'hoariet e Milano an 18 a viz Genver1744
- La Finta Schiava, gant kenlabouradeg, C'hoari-gan Silvani, c'hoariet e Venezia an 13 a viz Mae 1744
- Ipermestre, C'hoari-gan Pietro Metastasio, c'hoariet e Venezia an 21 a viz Du 1744
- Poro, C'hoari-gan Pietro Metastasio, c'hoariet e Torino ar 26 a viz Kerzu 1744
- Ippolito, c'hoariet e Milano an 31 a viz Genver 1745
- La Caduta de' Giganti , C'hoari-gan an abbat Vanneschi, c'hoariet e c'hoariva Haymarket e Londrez ar 7 a viz Genver 1746
- Artamene, opera e 3 akt, C'hoari-gan an abbat Vanneschi, c'hoariet e c'hoariva Haymarket e Londrez ar 4 a viz Meurzh 1746
- Le Nozze d'Ercole e d'Ebe , opera, C'hoari-gan dianv, c'hoariet e Pillnitz an 29 a viz Even 1747
- Semiramide riconosciuta, c'hoarigan Pietro Metastasio, c'hoariet en Aix-la-Chapelle ar 5 a viz Mae 1748
- La Contesa de' Numi, serenata e 2 lodenn, c'hoariet e Charlottenborg an 9 a viz Ebrel 1749
- Ezio, c'hoarigan Pietro Metastasio, c'hoariet e Praha ar 26 a viz Kerzu 1749
- Issipile, c'hoarigan Pietro Metastasio, c'hoariet e Praha e 1751-1752
- La Clemenza di Tito, c'hoariet e Napoli ar 4 a viz Du 1752
- Les Pélerins de la Mecque ou La Rencontre imprévue, c'hoariet evit ar wech kentañ e Burgtheater Vienna e 1764
- Le Feste d'Apollo, c'hoariet e Parma ar 24 a viz Gouhere 1769
- Alceste, krouet e 1767 e Vienna, hag e 1776 e Pariz (troidigezh c'hall).
- Iphigénie en Tauride, c'hoariet e Pariz an 18 a viz Mae 1779
- Philemon et Baucis, c'hoarigan ha korolladeg
- Orfeo ed Euridice, c'hoarigan