Mont d’an endalc’had

Christlich-Soziale Union in Bayern

Eus Wikipedia
Markus Söder (2018)

Unvaniezh kristen-sokial Bavaria (CSUChristlich-Soziale Union in Bayern) a zo ur strollad politikel alaman eus an tu-dehou, hag a gaver e Bavaria nemetken. Krouet eo bet d'an 8 a viz Genver 1946, hag e miz Kerzu 2008 e oa 162 533 ezel ennañ. En Alamagn a-bezh e kenlabour gant CDU dindan an anv CDU/CSU. Horst Seehofer eo a zo e penn CSU. Franz Josef Strauß (1915–1988) a vez gwelet peurliesañ evel kealoniour hag atizer CSU. Sez CSU a zo e Franz-Josef-Strauß-Haus, Nymphenburger Str. 64 e München.

Franz-Josef Strauß e miz Gwengolo 1976

Ur wech nemetken e voe kinniget danvez-dileuridi e diavaez Bavaria gant CSU : e Sarrland e 1957 eo e c'hoarvezas. Ur wech dilennet e voent degemeret e CDU. Abaoe m'eo bet krouet CSU ez eo bet e penn Land Bavaria, ha peurliesañ ne vez ket ezhomm da sevel gouarnamantoù kenunaniezh. Kement-se a zo rouez-trev e buhez politikel Alamagn. N'eus nemet SPD a zo deuet a-benn da chom e penn an traoù e land Bremen abaoe 1945.

CSU a gollas koulskoude ar muianiver dreistel (tapet e 1962) e miz Gwengolo 2008, pa dapas kaout 43,6% eus ar mouezhioù, da lavaret eo 16 dregant nebeutoc'h evit da vare an dilennadeg kent. Prezidant ar strollad a roas e zilez neuze, ha Horst Seehofer a gemeras e blas[1]. CSU a rankas neuze aozañ ur gouarnamant asambles gant izili FDP. An div gêr vrasañ a gaver e Bavaria (München ha Nürnberg) a zo renet gant maered SPD. Da-geñver dilennadegoù ar Bundestag e tapas kaout CSU 7,4 % eus ar mouezhioù ha 46 dileuriad, ha 6,5% da-geñver dilennadegoù miz Gwengolo 2009.

Liamm diavez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. http://www.lemonde.fr/europe/article/2008/09/29/allemagne-le-mauvais-score-de-la-droite-bavaroise-handicape-angela-merkel_1100769_3214.html, Le Monde,30 a viz Gwengolo 2008

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.