Mont d’an endalc’had

Kristina Sveden

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Christina Sveden)


Kristina Sveden e 1640
Christina Sveden, gant Sébastien Bourdon (1616-1671)
Kristina Sveden, gant Sébastien Bourdon

Kristina Augusta, pe Kristina Alexandra, pe Kristina Sveden (1626–1689) a voe rouanez Sveden adal 1632 bete 1654.

Bugel nemetañ ar roue Gustav II Adolf ha Maria Eleonora von Brandenburg e oa. He mamm a oa ur briñsez alaman, merc'h da Zilenner Brandenburg Johann Sigismund von Brandenburg), ha savet e voe evel ur paotr. Mervel a reas he zad en emgann Lützen en 1632, pa ne oa-hi nemet c'hwec'h vloaz.

Gustav Adolf en devoa kollet daou vugel yaouankik ha lakaet en doa an traoù en o rez diwar-benn an hêrezh a-raok mont da vrezeliñ.

Kristina a voe anvet da rouanez heb enebiezh, dindan evezh ar c'hanseller Axel Oxenstierna, un den ampart, « Richelieu » Sveden, a lavarer. Oxenstierna a oa dalc'het en Alamagn gant ar Brezel Tregont vloaz ha ne zistroas da Sveden nemet e 1636 goude ar feuremglev sinet gant Bro-C'hall. Kentañ a reas e voe pellaat ar rouanez kozh a oa aet e belbi goude marv he fried, ha herzel ouzh he levezon noazus war Gristina a oa en he dek vloaz. He moereb Catherine[1], Kontez an Daou-Bont, an hini a voe he mentor.

Kenteliet e veze en un doare strizh, aozet ar c'helenn gant mestr-meur ti ar roue, Axel Baner, breur da Johan Baner, ar jeneral, ha skoliet gant he c'helenner Johannès Matthiae. Ouzhpenn studiañ yezhoù hag istor e teske an arzoù, tresañ ha livañ, hep ankounac'haat ar sport (klezeiata ha marc'hegañ). E 1644 e oa deuet en oad da ren, ha bec'h a roas kenkent d'ar c'hanseller Oxenstierna, a voe lakaet a-gostez goude feur-emglev Westfalen. Neuze e lakaas fin dar c'hrogadoù-brezel a veze bep ar mare gant Danmark dre feur-emglev Brömsebro en 1645, a roas da Sveden inizi Ösel ha Gotland, ha Jämtland ha Härjedalen en Norge. E 1648, gant feur-emglev Westfalen e tapas Rügen, Wismar, Verden ha Bremen, un darn eus Pomerania, hag aber an Oder, ma teuas Sveden da vout kreñvañ galloud an hanternoz.

Karantezioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ebba Sparre, he c'harantez yaouankiz, a zimezas e 1652 d'ur breur da Magnus Gabriel de la Gardie


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Bernard Quilliet, Christine de Suède - un roi exceptionnel, Fayard, 2003 (ISBN 2-213-61542-X).
  1. C'hoar da Gustav II Adolf ha mamm Karl X Gustav a voe pennhêr Kristina