Christian Bonnet

Eus Wikipedia

Christian Bonnet (14 Mezheven 1921 – 7 Ebrel 2020) a oa ur politiker gall dilennet e Breizh.

Mab e oa da Pierre Bonnet ha Suzanne Delebecque. C'hwec'h bugel en deus bet ; tri anezho zo marvet a-raok o zad, en o zouez Éric Bonnet, bet oberiant e-barzh Breizh Santel.

Goude studioù e Pariz, e Sciences Po, en em lakaas d'ober politikerezh, e-barzh ar Mouvement Républicain Populaire (MRP) da gentañ hag e kostezenn ar Républicains Indépendants, ur strollad eus an tu-dehoù, da c'houde. Diwezhatoc'h ez eas e-barzh an Union pour la Démocratie Française (UDF). Dilennet e voe evit ar wech kentañ e 1956, da gannad pastell-vro an Alre, er Mor-Bihan. E 1958 e voe dilennet da guzulier-kanton er Gerveur, hag e 1964 da vaer Karnag.

En holl e voe kannad er Mor-Bihan e-pad triwec'h vloaz (1956-1972 ha 1981-1983). Senedour e voe e-pad triwec'h vloaz ivez (1983-2001). Maer Karnag e voe e-pad daou vloaz ha tregont, ha kuzulier-kanton e-pad tri bloaz ha daou-ugent.

Anvet e voe da sekretour-stad e 1972, e gouarnamant Pierre Messmer, ha da vinistr al Labour-douar e 1974, e gouarnamant Jacques Chirac. E 1977 e voe anvet da vinistr an Diabarzh, e gouarnamant Raymond Barre, pa oa bet roet e zilez gant Michel Poniatowski.

Marvet e oa d'ar 7 a viz Ebrel 2020 e Gwened.