Mont d’an endalc’had

Chikungunya

Eus Wikipedia
Ur moustik Aedes aegypti o flemmañ un den, an doare ma vez treuzkaset ar c'hleñved chikungunya.
Ar viruz Chikungunya evel ma vez diskouezet gant ur mikroskop elektronek.

Ar chikungunya zo ur c'hleñved degaset gant ar viruz CHIKV ("chikungunya viruz"). Ar moustiked eus ar familh Aedes eo a zo kiriek da red ar c'hleñved e-touez an dud.
Ur ger makondek[1] eo chikungunya, a dalvez kement ha « krommañ, daoudortañ », evel an delioù kouezhet eus ar gwez hag a vez o sec'hiñ.

Pa vezer klañv gant ar c'hleñved chikungunya e vez poan vras er melloù ha dont a ra an dud klañv da vezañ reut ; aes eo anavezout an dud tapet gant ar chikungunya dre ma vez ganto un dalc'h-korf krommet.


Kartenn eus ar broioù ma kaver ar c'hleñved Chikungunya (sifroù Gwengolo 2019).
  1. Unan eus ar yezhoù bantouek eo ar makondeg, a vez komzet e gevred Tanzania hag e biz Mozambik.