Charlez II (Bro-Saoz)
Charles II (8 Mezheven 1630 – 16 C’hwevrer 1685) a oa roue Bro-Skos eus 1649 da 1651, ha roue Bro-Skos, Bro-Saoz hag Iwerzhon eus 1660 betek e varv e 1685.
Mab e oa da Charlez Iañ Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon and Henriette Marie Bro-C'hall. Goude ma voe dibennet Charlez Iañ e Londrez, d’an 30 a viz Genver 1649, pa oa Brezel Diabarzh Bro-Saoz oc’h ober e reuz, e voe embannet gant Parlamant Bro-Skos e teue Charlez II da vout roue, d’ar 5 a viz C’hwevrer 1649. Met e Bro-Saoz e oa neuze un doare republik anvet Commonwealth of England, renet gant Oliver Cromwell. Trec’het e voe Charlez II gant Cromwell en Emgann Worcester d’an 3 a viz Gwengolo 1651, ha tec’hel a reas Charles II da zouar-bras Europa. Ha dont a reas Cromwell da vezañ e penn Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon. Chom a reas Charlez II en harlu e-pad nav bloaz, e Bro-C'hall, er Proviñsoù Unanet hag en Izelvroioù spagnol. Goude marv Cromwell e 1658 e voe adsavet ar rouantelezh ha pedet e voe Charlez II da zistreiñ da Vro-Saoz. D’an 29 a viz Mae 1660, an deiz ma oa 30 vloaz, e erruas e Londrez ma voe graet un degemer c’hwek dezhañ. Diwar neuze e voe graet en holl skridoù ofisiel evel pa vije pignet war an tron diouzhtu war-lerc’h e dad adalek 1649.
Gant ar Parlamant e voe embannet un heuliad lezennoù anvet kod Clarendon evit lakaat an Iliz anglikan da iliz ofisiel nemeti er vro. Asantiñ a reas Charlez II da gement-se daoust ma save-eñ a-du gant an tolerantouriezh. Dindan e ren e c’hoarvezas an Eil hag an Trede Brezel etre Bro-Saoz hag an Izelvroioù. E 1670 e voe sinet un emglev kuzh, Feur-emglev Dover, etre Charlez II hag e genderv, ar roue gall Loeiz XIV. Ar roue gall a roe e c’her da skoazellañ ar Saozon en Trede Brezel-se gant ma trofe Charlez ouzh ar gatoligiezh en-dro en amzer da zont. Klask a reas Charlez II degas frankiz relijiel d’ar gatoliked ha d’ar brotestanted e 1672, met ar Parlamant a nac’has votiñ an destenn kinniget gantañ. E 1679 e tisklêrias ar beleg anglikan Titus Oates e oa riskl da gaout un "irienn babel", abalamour ma oa katolik breur ar roue. Kement-se a lakaas tabut da sevel er Parlamant etre ar gostezenn Whig a c’houlenne ne c’hallje ket ur c’hatolik mont da roue hag ar gostezenn Tory a oa a-enep ar soñj-se. Charlez II a savas a-du gant an Doried, ha pa voe dizoloet, e 1683, Irienn Rye House da lazhañ Charlez hag e vreur Jakez, e voe harzet ha lakaet d’ar marv lod eus ar renerien Whig, tra ma voe lod all o vont d’an harlu. Divodet e voe ar Parlamant gant ar roue Charlez II e 1681 ha ren a reas e-unan betek e varv e 1685. Distreiñ a reas Charlez davet ar gatoligiezh da nozvezh diwezhañ e vuhez.
Lesanvet eo bet Merry Monarch (ar roue laouen), abalamour d’al laouenidigezh a rene en e lez, war-lerc’h strizhder ren Cromwell. Daoust m’en devoe meur a vugel digant e vestrezed n’en devoe hini ebet digant e bried reizh Catarina Bragança. War e lerc’h neuze e pignas e vreur Jakez war an tron.