Charles Ferdinand d'Artois
Neuz
Charles Ferdinand d'Artois, dug Berry (Versailhez, 24 Genver 1778 – Pariz, 14 C'hwevrer 1820) a oa ur priñs gall, eus an tiegezh Bourbon.
Mab e oa da Charlez X, roue Bro-C'hall, ha d'e bried Maria Teresa Savoia.
Dimezet e voe da Garolina Ferdinanda Luisa an Div Sikilia (1798-1870), a oa 20 vloaz yaouankoc'h egetañ.
Drouklazhet e voe etre an 13 hag ar 14 a viz C'hwevrer 1820 gant ar micherour Louvel. D'ar 7 a viz Even 1820 e voe dibennet Louvel e Pariz dirak ar bobl. D'an 29 a viz Gwengolo 1820 e c'hanas ar briñsez Carolina Ferdinanda ur mab, Henri Dieudonné d'Artois, ma soñjas d'an dud e oa saveteet ar roueelezh c'hall.