Kantik savet gant Jacques Thomas e 1948.
Gwerz Itron Varia ar Sklaerded
|
|
Diskan
Itron Varia ar Sklaerded,
War-lerc'h hon tadoù ni ho ped :
Roit deomp nerzh ha sklêrijenn
Ma raimp hon dever da viken. |
1
E-lec'h mañ chapel ar Sklaerded
Gwechall gozh ne veze gwelet
Nemet d'ar Werc'hez ur skeudenn
Dindan un tammig disglavenn. |
6
Gwall rust e voe an abadenn :
Paotred Mahomed 'zalc'he penn.
N'eus forzh ! ganto pell 'raok kuzh-heol
Dirak Vienn e voe an tu-koll. |
2
Da fin ar seitekvet kantved,
War an Aotrich e oa lammet
An Durked, gouenn dud divadez,
D'ho heul tan-gwall ha lazherezh. |
7
Mab Aotrou Moellien, deut d'ar gêr,
A c'houlennas mestr ar maner :
"Va zad, war hent Douarnenez,
Savit ur chapel d'ar Werc'hez !" |
3
Ma reont o mistri war gêr Vienn,
Emañ graet gant ar feiz kristen :
War lezenn Jesuz diskaret
Lezenn Mahomet 'vo savet. |
8
Gant pezhiou melen ar maner
Ha moneiz rous an dud dister,
'Voe savet chapel ar Sklaerded :
Gant an Eskob 'voe benniget. |
4
'Vit difenn o relijion,
'sav e pep bro tud a galon :
Mont 'ra un toullad Frañsizien,
En o zouez mab Aotrou Moellien. |
9
Hed ar wech 'vit ar prizonier
Gwerc'hez ar Sklaerded a beder.
Ha gant skoazell ar vamm dener
E vez digaset yac'h d'ar gêr. |
5
Da c'houel Maria-Wengolo,
Hep aon ebet rak ar maro,
Goude bezañ kommuniet,
Sobieski 'dag an Durked. |
10
'Baoe daou c'hant vloaz tremenet
'Vez meulet Itron ar Sklaerded
Gant tud Plonevez ha war-dro,
Gwerc'hez Vari ni gendalc'ho. |