Chan Santa Cruz
Chan Santa Cruz a oa anv orin ar gêr a zo Felipe Carrillo Puerto hiziv, e Quintana Roo, e Mec'hiko, hag ivez anv ar stad maya dizalc'h de facto a oa kêr-benn dezhi e-pad an emsavadeg vaya anavezet evel Guerra de Castas. Eus ar Vayaed emsavet e veze graet Cruzoob.
Gant Chan Santa Cruz e voe krouet ur relijion nevez, anavezet evel Culto a la Cruz Parlante (Keheliñ ar Groaz a Gomz), a oa ur mesk katoligiezh ha kredennoù maya. Ar Groaz a Gomz (Cruz Parlante) an hini e oa gwir renerez ar gevredigezh, a rene war an arme zoken, ma c'haller lavarout e oa savet e Chan Santa Cruz ur stad teokratek, pe un doueveliegezh. Dre ma ne oa ket beleien gatolik er vor, a-hervez, eoa renet an azeulerezh gant mistri kanerien pe jubennourien ar groaz, a gomze en hec'h anv hag a reseve o galloud a-berzh Doue war-eeun.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe Chan Santa Cruz war-dro 1850 Dont a reas arme ar Republik renet gant ar jeneral Ignacio A. Bravo ha faezhet e voe ganto an emsavidi cruzoob . Aloubet e voe Chan Santa Cruz en 1901, adanvet Santa Cruz de Bravo, ha lakaet da gêrbenn an Territorio de Quintana Roo.