Mont d’an endalc’had

Cerezo rosa

Eus Wikipedia

Cerezo rosa zo anv ur ganaouenn spagnolek savet e 1950.

Da gentañ e oa ur bolero spagnolek, savet ha kanet gant ar c'haner spagnol Jorge Sepúlveda e 1950[1].

Un doare gallek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un doare gallek a voe savet neuze, ton, a-hervez, gant Louiguy (Louis Guglielmi, ur soner gall, ganet e Spagn), son gant Jacques Larue, ha setu an oberenn Cerisiers roses et pommiers blancs, kanet e 1950 gant ar Parizian André Claveau[2]. War a seblant eo bet kemeret ton Sepúlveda gant Louiguy, ha lakaet e anv warnañ ken aes ha tra, ha gant tud all evel Tino Rossi ivez.

Mec'hiko : lazoù ha mambo

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un tamm brud a dapas ar ganaouenn c'hallek peogwir e voe savet ur mambo diwarni, kenkent ha 1951, gant ar soner kuban-mec'hikan Damaso Pérez Prado. Evit ar c'homzoù ne voe ket nec'het : un tamm kempenn hepmui a reas da werzennoù Jorge Sepúlveda,[3], anat d'ar selaouer un tamm aketus. Marteze e oa bet emglev etre an daou zen, met eus se n'eus roud ebet.

Abostol ar mambo e oa Pérez Prado neuze, hag abaoe un toullad bloavezhioù. En ton kempennet gantañ e klever un drompilh o son[4],[5]. An doare-se zo bet adkemeret gant meur a laz mec'hikan ha kanet ganto ivez, met meur a zoare komzoù zo[6] lazoù evel Los Panchos, Los Tecolines[7], Los Tres Ases ... pe c'hoazh lazoù perouat evel Los Ratones.

E 1955 ec'h adenrollas an ton evit ar film Underwater, gant Billy Regis o trompilhat. Chom a reas neuze da niverenn 1 er charts stadunanat e-pad 10 sizhun e 1955, ha distroadet e voe gant "Rock Around The Clock", gant Bill Haley & The Comets, deroù istor ar Rock & Roll.

Div sizhun goude distroadet ivez eus an niverenn 1 er Rouantelezh-Unanet ez eas an trompilher Eddie Calvert da niverenn 1 gant e zoare-eñ e-pad 4 sizhun, 2 muioc'h eget Perez Prado.

Doare saoznek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E saozneg eo deuet Cerezo rosa da vout "Cherry Pink and Apple Blossom White", ton gant Louiguy, komzoù savet gant Mack David (1912-1993)[8].

Er film Underwater! (1955), e weler Jane Russell o tañsal war an ton, ac'h eas da niverenn 1 er Billboard, e 1955. Un doare all gant Alan Dale a voe niverenn 14 er charts en 1955[9].

Doare italianek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Ciliegi Rosa" eo anv italianek ar ganaouenn kanet gant Nilla Pizzi[10], Luciano Tajoli, Claudio Villa, Miranda Martino[11].

Doare norgeek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Der Gummy Mambo

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Der Gummy Mambo" eo anv an ton er broioù alamanek, ha sonet e vez gant lazioù trompilhoù[12],[13].

Enrolladurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Cerezo rosa