Michel Legrand
Michel Legrand | |
![]() | |
Michel Legrand e Cabourg e 2015
| |
Ganet | 24 a viz C'hwevrer 1932 e Pariz |
---|---|
Marvet | 26 a viz Genver 2019 e Pariz |
Micher(ioù) | oberour-kompozer |
Benveg(où) | Piano |
Bloavezhioù oberiant | 1955-2019 |
kemmañ ![]() |
Michel Legrand, ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1932 hag aet da Anaon d'ar 26 a viz Genver 2019, a oa ur sonaozour ha pianoour gall. Legrand en doa savet oberennoù e-leizh, ouzhpenn 200 pezh sonerezh evit filmoù pe ar skinwel, gant kanaouennoù klasel ouzhpenn. Brudet mat e voe gant e sonerezh filmoù evit ar sevener filmoù Jacques Demy, Les Parapluies de Cherbourg (1964) ha Les Demoiselles de Rochefort (1967). Dre al labour-se e oa bet lakaet e anv evit un Academy Award. Legrand en doa gounezet e gentañ Oscar gant ar ganaouenn "The Windmills of Your Mind" evit ar film The Thomas Crown Affair (1968).