Celtica
Celtica, pe Gallia Celtica en latin, da lavarout eo Galia geltiek, a oa unan teir rannvro Galia hervez De Bello Gallico, danevell Julius Caesar, war lez kleiz ar Roen. Gouez d'ar jeneral roman e oa rannet Galia etre teir rannvro:
- Celtica, a oa keltiek,
- ha Gallia Aquitania, poblet gant Vaskoned, ha Gallia Belgica, poblet gant Belged, ne oant ket.
Hervez Plinius an Henañ avat eo ar Saena a rae ar vevenn entre ar Velged, en hanternoz, ha Celtica, er c'hreisteiz. Ar Velged koulskoude, pe darn anezho da vihanañ, a gomze ur yezh keltiek : ur c'hevredad pobloù e oant, ha n'eo ket ur bobl gant ar memes yezh. Arvorig ivez, hervez istorourien zo, a oa ur c'hevredad pobloù, hag ur vro distag, etre ar Saena hag al Liger.
Menegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sed a skriv Caesar en de Bello Gallico :
- Gallia est omnis divisa in partes tres, quarum unam incolunt Belgae, aliam Aquitani, tertiam qui ipsorum lingua Celtae, nostra Galli appellantur.
Sed a skriv Plinius en e Historia Naturalis :
- Gallia omnis Comata uno nomine appellata in tria populorum genera dividitur, amnibus maxime distincta. a Scalde ad Sequanam Belgica, ab eo ad Garunnam Celtica eademque Lugdunensis, inde ad Pyrenaei montis excursum Aquitanica, Aremorica antea dicta. Universam oram.
- Galia en he fezh a anavezer dindan an anv Comata, zo rannet entre teir fobl, a zisheñveler dre ar stêrioù-mañ: Belgica adal an Escaut betek ar Seine, Celtica pe Lugdunensis adal ar Seine betek ar Garona, hag Aquitania, a oa anvet Aremorica diagent, adal ar Garona betek ar menezioù Pireneoù. »
Proviñs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En amzer an impalaer Augustus ez aio Celtica d'ober ar broviñs roman anvet Lugdunensis, a voe rannet adarre en IIIe kantved.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Commentarii de Bello Gallico, Liber I e Wikisource, gant Julius Caesar