Cefn Sidan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traezheg Cefn Sidan

Cefn Sidan (kein sidan) zo un draezheg vras war aod mervent Kembre e Sir Gaerfyrddin, etre aber ar Stêr Gwendraeth hag ar Stêr Llwchwr, hag a zo un darn eus Parc Gwledig Penbre nepell diouzh Llanelli.

Peñseoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En XIXvet kantved e oa ul lec'h dañjerus bras d'al listri dre lien, ha meur a beñse a c'hoarvezas eno.

E-touez an dud beuzet eno e oa un nizez 12 vloaz da Napoleone Buonaparte. Honnezh a oa war al lestr "La Jeune Emma" o tont eus an Antilhez da vont da Vro-C'hall e 1828. 13 eus an 19 den war vourzh a voe beuzet, hagen o zouez Adeline Coquelin, nizez da Joséphine de Beauharnais. Beziet e voe en iliz Sant Illtud, e Penbre.

An diwezhañ lestr peñseet eno e oa ar pedergwern Paul gant e gargad koad e 1925.

Traezheg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hiziv eo an traezh flour a sach an douristed ha gweladennerien ar park m'emañ Cefn Sidan.