Ceann Léime (Gaillimh)

Eus Wikipedia

Tour-tan Ceann Léime

Ceann Léime (Slyne Head e saozneg[1]) zo ur beg-douar e kornôg Iwerzhon, e kontelezh Gaillimh.

Emañ e penn kornôkañ kontelezh Gaillimh, er mervent da An Clochán. Nepell alese e oa bet daou nijer, John W. Alcock hag Arthur Whitten Brown, o pradañ d'ar 15 a viz Mezheven 1915, 16 eurvezh goude kuitaet St. John's, en Douar-Nevez. An nijadenn gentañ e oa dreist ar Meurvor Atlantel.

An anv saoznek Slyne a zeu eus an anv iwerzhonek Léime, hag a roer ivez d'unan eus an enezennoùigoù a zo dirak ar beg-douar, anvet Oileán na Léime, saoznekaet en Illaunleama.

War un enezennig all dirak ar beg-douar, Oileán Imill, e oa bet savet daou dour-tan e 1836, met n'eus nemet unan a ya en-dro bremañ.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]