Inizi Cayman
Neuz
(Adkaset eus Cayman)
Inizi Cayman (Cayman Islands e saozneg) a zo un tiriad tramor eus ar Rouantelezh-Unanet er Mor Karib. Un enezeg eo, gant teir enezenn, lec'hiet er su da Guba hag er gwalarn da Jamaika. George Town eo ar gêr-benn. Brudet eo an enezeg evit bezañ ur baradoz kemedel.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir enezenn zo, a gornôg da reter:
- Grand Cayman, 197 km², an hini vrasañ, el lec'h m'emañ ar gêr-benn,
- Little Cayman, 26 km²
- Cayman Brac, 36 km².
Yezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar saozneg eo ar yezh ofisiel, komzet er gêr gant 90,9 % eus an dud e 2010, 48 924 den.
An eil yezh komzet eo ar spagnoleg, gant 4,0 % , pe 2 146 den
An trede eo ar filipino gant 3,3 % , pe 1 786 den
Ar yezhoù all zo komzet gant 1 %.
|