Cato ar Yaouankañ

Eus Wikipedia

Marcus Porcius Cato Uticensis, lesanvet Cato ar Yaouankañ pe Cato Uticensis (9546 kent JK), a oa ur politikour roman hag en em lazhas.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gourvab e oa da g-Cato an Henañ. Yaouank e oa pa grogas da ziskouez un ene kadarn ha kalonek. Da bevarzek vloaz e voe kaset da balez an diktatour Sylla ha pa welas pennoù gwadek an harluidi heskinet e c'houlennas ur gougleze da zisammañ Roma, emezañ, diouzh an tirant. En 65 kent JK e voe dilennet da gestour ma sachas an evezh warnañ oc'h ensellout pizh dihelloù an Teñzor e deroù e amzervezh-kestour, hag o lakaat reizhañ ar fazioù niverus er c'hontoù dleet da lezober e ziagentidi.

En 63 kent JK, da vare irienn Catilina, ez eas a-du gant an diarbennoù dibleg erbedet gant Cicero. Disfiz en devoa diouzh Pompeius, hag enebiñ a reas kreñvañ ma c'hallas ouzh c'hoant Julius Caesar da gemer ar galloud, ma votas en -59 a-enep an disentez d'en lakaat e penn armeoù roman Galia e-pad pemp bloaz, o lavarout d'ar senedourien e krouent un tirant a-benn ar bloavezhioù da zont.

En -52, edo war ar renk evit bout konsul e -51, met daou gonsul a-du gant Pompeius eo a voe anvet.

E deroù ar brezel-diabarzh en -49 e voe gouarnour Sikilia, ha rediet e voe da dec'hel ac'hano gant harperien Caesar, renet gant Curion. Mont a reas a-du gant Pompeius, ha trec'hiñ a reas bagadoù Caesar e Dyrrachium. Pa glevas anv eus faezhadenn emgann Farsala, ha drouklazh Pompeius prestik goude, e vodas pezh a vane eus an arme republikan hag ez eas ganti da Afrika, ma edo Quintus Metellus Scipio, e penn un toullad soudarded, o prientiñ enebiñ ouzh Caesar. Pa voe faezhet Metellus Scipio en emgann Thapsus d'ar 6 a viz Ebrel 46, ne fellas ket da Gato « dreistvevañ d'ar frankiz » : en em dennañ a reas en Utica hag en em doullgofañ gant e gleze. A-raok reiñ an taol kleze, a lavarer, e lennas hag e prederias war ar Phédon, un divi ma ra Plato un displeg diwar-benn divarvelezh an ene. Troet e oa Cato gant kelennadurezh ar stoikourien a glote gant garvder e demz-spered.

Hervez Ploutarc'hos e oa istimet kaer gant Caesar, a c'hoantae pardoniñ dezhañ ha leuskel e vuhez gantañ, met re ziwezhat e tegouezhas en Utica ha pa glevas e oa marvet cato e lavaras : « ? »

Pobl Utica a reas ur bez dezhañ war an traezh ma oa un delwenn da Gato ivez en amzer Ploutarc'hos.

Ur verc'h en doa, Porcia, pried da Marcus Junius Brutus, unan eus muntrerien Julius Caesar.

Taolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un toullad taolennoù zo bet savet diwar-benn e varv :