Catherine Labouré
Neuz
| Santez Catherine Labouré | |
|---|---|
| Urzh | Merc'hed ar Garantez |
| Ganedigezh | e Fain-lès-Moutiers |
| Marv | e Pariz |
| Lakaet da sant | 1947 |
| Lec'h(ioù) pirc'hirinded | Pariz, 140 rue du Bac |
Catherine Labouré, ganet d'an 2 a viz Mae e 1806 e Fain-les-Moutiers (Côte-d'Or), marvet d'an 31 a viz Kerzu 1876 e Pariz a oa ul leanez c'hall eus Kevredad Merc'hed ar Garantez.
Meur a wech en em ziskouezas ar Werc'hez Vari dezhi, emezi, e-pad hec'h amzer neveziadez e kouent rue du Bac e Pariz. Eno e varvas goude tremenet daou-ugent vloaz eus he buhez leanez gouestlet da ober war-dro ar re gozh.
